Mel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Evit heñvelstummoù all, sell ouzh mel (digejañ)
Ar mel (liester : meloù) a zo un danvezenn c'hwek ha frondus, liv melen pe c'hell dezhi, hag a vez fardet gant meur a seurt gwenan ha un nebeut spesadoù gwesped evit kaout boued evito hag evit magañ o freñvedennoù bihan. P'eo graet gant sukr sunet diwar eztaoladurioù ar bleunioù, ur vammenn a-bouez eo bet evit an Den pa ne ouie ket c'hoazh fardañ ar sukr diwar ar plant (korz-sukr, beterabez). Gwelet eo bet evel ur remed evit pareañ meur a gleñved gant ar vezeien eus an amzerioù koshañ. P'eo implijet evel magadur an dud e teu ar mel eus ar pezh a vez fardet gant spesad ar gwenan "Apis". Gwechall-gozh ha e rannbedoù zo hiziv e vez dastumet mel ar gwenan gouez e-lec'h m'o deus graet o annez, e kreiz ur wezenn goullo da skouer, met ar wenanerien a oar bodañ taolioù-gwenan en un arc'hig a reer ruskennoù eus outo. Ar gwenanerezh (pe ar sevel gwenan), e bal produiñ ar mel a zo ur skourr d'ar gounezerezh.
Taolenn |
[kemmañ] Gerioù deveret
- divelerez
- mela (verb)
- meladour
- melaer
- melen
- meler
- melus
[kemmañ] Gerioù gant mel enno
- bara-mel
- dourvel (= mez)
- gwinvel
- marc'h-mel (= fougaser)
[kemmañ] Troioù-lavar
- reiñ mel d'unan bennak
- reiñ mel gant al loa-bod
- ne ra koar na mel
[kemmañ] Ar mel er yezhoù keltiek hag er sañskriteg
Kembraeg : mèl, gouezeleg hag iwerzhoneg : mil, kernevveureg : mel. E sañskriteg : mádhu
[kemmañ] Sell ivez
[kemmañ] Levrolladur
- Janig Bayon. Ar gwenan : "loened an aotrou doue". In : Preder, 180, Genver 1989