Marevezh hellenek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar marevezh hellenek , etre ar IVvet hag ar Iañ kantved kent JK, zo ur marevezh en istor ar bed kreizdouarel a ya eus talek marv Alesant Veur betek faezhidigezh Kleopatra. Alies e vez gwelet evel ur marevezh-tremen, a-wechoù evel un amzervezh gweñvidigezh, war-lerc'h splannded ar Marevezh Klasel hag a-raok hini nerzh an Impalaeriezh roman, hag abalamour da se ne vez ket studiet kement gant an istorourien. Koulskoude e skede kêrioù evel Alexandria, Antioch, Pergamon, bleuniañ a rae ar c'henwerzh, ha kreskiñ a rae pouez ar gresianeg er rannved-se