Manitas de Plata
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Manitas de Plata (Daouarnig Arc'hant), Ricardo Baliardo e gwir anv, oa er bloavezhioù 1960 unan eus ar c'hitarourien flamenko brudetañ er bed. Kenderc'hel a ra da blij d'an dud gwrac'h gant seurt sonerezh.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Ganet e oa d'ar 7 a viz Eost 1921 e Seta e Lengadòc, ur rannvro eus Okitania, en ur garavanenn e-touez un tiegezh bras jipsian (Romed eus al ledenez iberek). Neskar eo gant strollad ar Gipsy Kings. Kregiñ a reas da vezañ brudet o seniñ er birc'hirinded jipsian e Saintes-Maries-de-la-Mer e Kamarga ma oa enrollet war-eeun gant Deben Bhattacharya.
10 vloaz hepken goude marv Django Reinhardt eo e asantas Manitas de Plata seniñ dirak an holl. Django Reinhardt a oa tremenet evit gwir evel roue ar c'hitarourien jipsian.
O selaou anezhañ en Arle e 1964, Pablo Picasso a zisklêras : "Ar paotr-se a dalv muioc'h egedon!". Neuze e tresas war e c'hitar[1].
Koulskoude e teuas da vezañ brudet da vat goude un ziskouezadeg skeudennoù en Evrog Nevez aozet gant e vignon Lucien Clergue. Eno e voe gounezet warnañ da enrolliñ e albom ofisiel kentañ, ar pezh a voe graet e chapel Arle. Un ardead amerikan a savas un abadenn seniñ er Carnegie Hall en Evrog Nevez e miz Kerzu 1965 [1].
Manitas de Plata, paotr distudi, a zileuri Europa evit gala ar bloaz ar Broadoù Unanet. E genvroad katalan Salvador Dali a c'houlennas un aotre ispisial da arvestiñ ouzh ar gala evit bezañ gouest da zougen testeni ur Jipsian, katalan eveltañ, en doe lakaet ar c'hatalaneg da vont e-barzh ar BU[1].
N'eus ket paouezet ober tro ar bed hag enrolliñ pladennoù abaoe 1967. Seniñ a reas gant Paco de Lucia pe an dañser Nina Corti [1]. Seniñ a reas er Royal Variety Performance e Londrez e 1968.
[kemmañ] Albomoù
roll diglok
- Flamenco Guitar (1965 Classics Record Library # SRL 8643)
- Flamenco Guitar (Phillips BL7786)
- Manitas de Plata et les siens (1967, Columbia Records #FL 363)
- The Art of the Guitar (1968, Everest Records #SDBR 3201)
- La guitare d'or de Manitas(1970, Columbia Records # S 63915)
- Hommages(1973, Embassy Records # S EMB 31003)
- Feria Gitane (1994)
- Olé (1994)
- Manitas de Plata at Carnegie Hall (1995)
- Flaming Flamenco (1997)
- Manitas de Plata (1998)
- Camargue de Manitas (1999)
- Guitare D'Or Manitas de Plata (1999)
- Flores de mi corazon (1999, Troubadour Records)
- Guitarra Flamenco (2001)
- Manitas de Plata et los Plateros (2004)
[kemmañ] Levr
- Musique aux doigts, récit recueilli par Jean Boissieu, Editions Robert Laffont 1976 (galleg)
[kemmañ] Daveoù
[kemmañ] Gwelet ivez
- Los Niños de Sara
- ar Gipsy Kings