Ksibe
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |
Ksibe | |
---|---|
Anvioù arall: Sibe, Sibo, Xibo |
|
Poblañs | 188,000 |
Rannvroioù gant poblañsoù pouezus | Xinjiang, Liaoning, Jilin , Sina |
Yezh | Xibeg |
Relijion | Chamaniegezh |
Pobloù tost | Mandchouiz |
Ar ksibeed (Sinaeg, 錫伯 Xībó) a zo unan eus ar 56 minorelezh anavezet gant gouarnamant Republik Pobl Sina. E biz Sina e vevont, hag e proviñs Xinjiang.
E Mandchouria edont o chom da gentañ, e traoniennoù an Nonni hag an Songhua. Unan eus an nav pobl trec’het gant Nurhaci en Emgann Gure (1593) e oant. Gwizion ar Vongoled Korchin e oant, zoken goude ma oant-int aet da sujedoù an dierniezh Qing.
E darempred gant ar Qinged e antreas ar Xibeed pa grogas ar re-man da vrezelin ouzh Rusia. Pourvezioù a roent d’ar Qinged hag e 1692 e yejont da wizion wir an impalaer, asambles gant an Daured, hag ar c’huwalcaed. E-barzh ar Eizh Banniel e voent (integré) ar Ksibeed ha lakaet da warizonin Qiqihar ha kêrioù arall e Mandchouria.
Da Durkestan ar Reter o kasas an impalaer Qianlong e 1764 da difenn an harz nevez..
Kredin a ra ar Ksibeedez int diskennidi ar Ksianbeied.
[kemmañ] Yezh
Ksibeed biz Sina a gomz mandarineg. E Xinjiang e komz diskennidi ar soudarded kaset gant at Qinged ur yezh dost a-walc’h ouzh ar mandchourieg. He skrivan a reont gant un eilstumm eus ar skriptur vandchouek