Kilikia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kilikia (Κιλικία e henc'hresianeg; Cilicia e latin), a oa an anv a roed en henamzer da aod su Anatolia hag a deuas da vezañ anv ur broviñs roman war-lerc'h, Tarsos he c'hêrbenn. Meneget eo evel ur rouantelezh kozh eus Azia-Vihanañ gant an Ilias, A orin e oa Paol (Sant Paol Tarsos) anezhi.