Kartoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gant kartoù e vez c'hoariet meur a c'hoari, hervez ar seurt kartoù. Dre vras e kaver e Breizh:
- ar c'hartoù ordinal, pe doare gall, pe doare saoz dezho
- en doare gall eo skrivet: R, D, V, war gartoù zo
- en doare saoz eo skrivet K, Q, J, warno.
- ar c'hartoù tarot (pe tarotoù), brasoc'h
- ar vuoc'h, disheñvel mik ar skeudennoù anezho.
Taolenn |
[kemmañ] Ar c'hartoù ordinal
- Daou liv, du ha ruz, zo d'ar c'hartoù, met pevar rumm zo: pikez, keur, karo, treflez.
- Pa vez komzet eus ur gartenn hepken e vez lavaret: ur bikezenn, ur geurenn, ur garoenn, un dreflezenn.
- Pa vez komzet eus atou, e vez lavaret un atouenn.
- Kartoù niverennet zo e pep rumm
- eus 7 da 10, er c'hoari gant 32 kartenn
- eus 2 da 10 er c'hoari gant 62 kartenn (pe ouzhpennik)
- ar born a vez graet eus an "1".
- Kartoù "gwisket" zo e pep rumm:
- ur roue (rouizien)
- un damez (damizien)
- ul lakez (lakizien)
[kemmañ] Ar c'hartoù tarot
[kemmañ] Ar vuoc'h
[kemmañ] Pouez ar c'hoarioù
Gwechall e veze c'hoariet 'r c'hartoù kenañ en ostalerioù. Hiriv e vez c'hoariet gant traoù a bep seurt a zegas arc'hant : bilhard, c'hoarioù tredan, pe redadegoù kezeg.
Poker a vez c'hoariet muioc'h-mui a-drugarez d'ar skinwel ha d'ar c'hazinoioù a zo en emglevet da vrudañ ar c'hoari-se, da sachañ pratikoù en tier-c'hoari.