Karintia (Slovenia)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tennañ a ra ar pennad-mañ da rannvro Karintia, Slovenia. Evit gouzout muioc'h diwar-benn stad kevredet Karintia, Aostria, sellit ouzh: Karintia. |
---|
Karintia pe Koroška pe c'hoazh Karintia slovenek a vez graet eus bihanañ rannvro Slovenia a oa perzh eus dugelezh Karintia (Aostria-Hungaria) betek 1918. Eno e vez komzet ar memes rannyezh slovenek hag e su stad kevredet Karintia, Aostria, ar c'hKoroško ("karintianeg" pe sloveneg Karintia).
Kêrioù pennañ Karintia slovenek a zo Slovenj Gradec (alamaneg Windischgrätz, 16 779 annezad), Ravne na Koroškem (Gutenstein, 12 248 annezad), Dravograd (Unterdrauburg, 8 863 annezad), Prevalje (Prävali, 6 621 annezad), Mežica (Mies, 3 966 annezad) ha Črna na Koroškem (Schwarzenbach, 3 616 annezad) .