Kardinal (pesk)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Paracheirodon axelrodi
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Riezad : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Actinopterygii | ||||
Urzhiad : | Characiformes | ||||
Kerentiad : | Characidae | ||||
Genad : | Paracheirodon | ||||
Anv skiantel | |||||
Paracheirodon axelrodi Schultz,, 1956 |
|||||
spesadoù all : | |||||
Paracheirodon simulans : neon gwer |
|||||
|
Ur pesk dour dous eus kerentiad ar Characidae eo Paracheirodon Axelrodi. E gavout a reer e stêrioù Orinoco ha Rio Negro;
Taolenn |
[kemmañ] Livadur
O vuzuliañ war dro 5 cm, ar c'hardinal en-deus al linenn c'hlaz skedus aroueznnek eus e c'henad. E gof a zo ruz hag e feson a zo tost tre ouzh hini an neon a gemmersker anezhañ gantañ alies. Ar piri a zo un tammig brasoc'h eget ar barezed.
[kemmañ] Annez
Evel ar paracheirodoned arall e vev an neon e doureier du ha trenk (Ph 5,3 - 5,8) zoken ma c'hell bevañ e doureier bazek (betek Ph 7,8°; Plijout a ra dezhañ ur gwrezder etre 20°C ha 23° C. Aliet e vez d'ober ur siladenn dre taouarc'h ma fell dezhor e virout e-barzh un akwariom.En damskeud eo gwelloc'h d'e virout da lakaat e sae da skedusoc'h. Evel an holl Characidae en-deus ezhomm eus kalz oksijen.
Ur strudaj stank ha chañchamantoù dour a-blaen a zo pouezhus ma fell dezhor mirout neoned. Dek bloavezh a c'hellont bevañ en ereoù. A golladennoù eus 50% e div sizhunvezh gentañ e tleer bezañ en gortoz ma n'eo ket peurvat perzh an dour.
[kemmañ] Emzalc'h ha gouenadur
Ur pesk-moudenn peoc'hek eo. E virout a c'heller gant darn vrasañ ar besked vihan. Gwelloc'h eo da ziwall a virout anezhañ gant pesked vrasoc'h egetañ hag a c'hellfe e zebriñ pe e spontañ.
Diaes eo da c'houennañ e-barzh an akwariom rak eñ-deus ezhomm eus un dour dous tre (1 - 2 KH, Ph 5,2 - 5,8) hag ur gwrezder war-dro 24°C. Dozviñ a ra er strudaj, e kelc'hiadoù teñvaloc'h ar stêr (pe an akwariom). Goulenn a ra un akwariom-dozviñ brasoc'h eget an neon (war-dro 60 cm). Vioù ha munuch a zo kizidik tre ouzh ar goulou.
[kemmañ] Gwelet ivez
Listenn pesked akwariom