Kambr izel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Gambr izel a zo ar vodadeg kannaded hag he deus ar galloud lezenniñ pa'z eus ur gambr tud dilennet pe dibabet all, ar gambr uhel. Pa'z eus div gambr e vez lavaret eo divgambr ar parlamant. N'eo ket sklaer perak e vez komzet eus kambroù izel ha uhel, koulz e saozneg (lower house) hag e meur a yezh all, met n'eo ket un dro-lavar eus an implijetañ nemet e levrioù war ar Gwir bonreizhel hag evit chom hep adlavaret an anvioù ofisiel en un destenn verr.
[kemmañ] Kambroù izel e Bro-C'hall
- 1814-1830 : Kambr ar Gannaded, e mare an Adsavidigezh
- 1830-1848 : Kambr ar Gannaded, e mare Unpenniezh Gouere
- 1852-1870 :Korf lezenniñ, e mare an Eil impalaeriezh gall
- 1875-1940 : Kambr ar Gannaded, e mare an Trede republik gall
- 1946-1958 : à l'Bodadeg Broadel, e mare ar Pevare Republik gall
- Adalek 1958 : Bodadeg Broadel e mare ar Pempvet Republik gall