Kañval
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Loened doñv eo ar c'hañvaled, daou dort dezho war o c'hein. Bronneged ha daskirierien int, brasoc'h evit kezeg, hag evelto e talvezont da loened-samm. Kañval Baktria eo ar ouenn brudetañ.
[kemmañ] Implij ar ger
- En un doare skiantel e vez graet kañval eus al loen daou dort kenkoulz hag eus an dremedal, ha n'en deus nemet un tort, ha, zo kaeroc'h, eus loened kañvalheñvel eus Kreisteizamerika, evel al lama, an alpaga.
- Er yezh pemdez avat e vez graet ar c'hemm etre an daou rumm loened, kañvaled Kreizazia ha dremedaled ar Reter Nesañ.
[kemmañ] Kañvaled-samm, kañvaled-red,
Darn a gemer perzh e redadegoù, ha kañvaled-red a vez graet anezho.
[kemmañ] Yezh
Lonkañ kañvaled n'eo ket debriñ kig, met krediñ n'eus forzh peseurt bidennoù gant ar re a blij dezho reiñ kañvaled da lonkañ d'an dud.