See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Jean Roba - Wikipedia

Jean Roba

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Boulig ha Billig
Boulig ha Billig

Jean Roba eo bet ur saver bandennoù treset. Ganet e oa bet d'an 28 a viz Gouere 1930 e Brusel (Belgia). Marvet eo d'ar 14 a viz Mezheven 2006 en e gêr c'henedik, d'e 75 vloaz.

A-raok stagañ da sevel bandennoù treset en doa labouret war dachenn an engravañ, ar moullañ ha da c'houde, en-dro d'e 16 vloaz, e oa aet da dreser e metoù ar bruderezh. A-barzh kregiñ ganti e oa bet stummet war ar c'hlinkerezh diabarzh hag an design ivez.

Azalek 1957 en em laka da ober war-dro daou heuliad bannoù treset evel saver, skridaozer ha treser, an eil hag egile o vezañ embannet e galleg er gazetenn Spirou ha goude gant Dupuis, deuet da vezañ ti-embann ar mareadeg-se :

  • An heuliad La Ribambelle, ma c'haller lenn ennañ troioù-kaer ul lostennad moused.
  • An heuliad Boule et Bill, bet krouet gantañ e kompagnunezh Maurice Rosy, a zeu er-maez adal 1959, stag ouzh kazetenn Spirou, e stumm un albom dister-tout, da didroc'hañ ha da sevel gant Yann Lenner. Kontañ a ra ar vandenn dreset-se troioù fentus ur polok hag e gi. 28 albom a ya da ober ar rummad-se.

Harpet en doa Jean Roba gant e labour e 2003, klañv ma oa gant ar remm en e zaouarn. Karget en doa Laurent Verron, bet o skoazellañ anezhañ etre 1986 ha1989, da zerc'hel gant an erv.

Div wech ez eus bet savet tresadennoù bev evit ar skinwelerezh diwar an heuliad Boulig ha Billig, unan anezho er bloavezhioù 1960, hag unan all a c'haller sellet outo bepred war ar chadenn TF1.

[kemmañ] Roba e brezhoneg

Adalek 1999 e krog an ti-embann Bannoù-Heol, staliet e Kemper ha renet gant Arno Elegoed, da embann bannoù treset an eil heuliad e brezhoneg gant an titl Boulig ha Billig. C'hwec'h albom disheñvel a zo deuet er-maez gantañ betek-henn :

  1. Sell 'ta !
  2. C'hoarzh c'hoarzh !
  3. Waou ! Allo Billig ?
  4. Ar pevar Amzer
  5. Na pebezh cholori !
  6. Bagadig Billig

[kemmañ] Evit mont pelloc'h ganti


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -