See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kaozeadenn Implijer:Iskomandant Marc'heg - Wikipedia

Kaozeadenn Implijer:Iskomandant Marc'heg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Iskomandant Marc'heg, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Iskomandant Marc'heg. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war ar pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton zo war ar skeudenn. Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus az po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Fulup 25 Du 2005 da 20:52 (UTC)

  • Ya, pennlizherenn ebet evit ar yezhoù. Pennlizherennoù evit anvioù ar mizioù ha deizioù ar sizhun. Pennlizherenn evit anvioù an annezidi ivez evel-just : Breizhad, Breizhiz. --Fulup 23 Kzu 2005 da 13:20 (UTC)
  • Sur out eo mab Erispoù da Nevenoù ? Me a gave din ivez ha lakaet em boa se e pennad an IXvet kantved met cheñchet em eus goude bezañ lennet pennad Nevenoe. Bremañ n'ouzon ket mui --Fulup 30 Kzu 2005 da 20:12 (UTC)
    • trugarez dit, cheñch a ran en-dro --Fulup 30 Kzu 2005 da 20:52 (UTC)

Salud,

Skrivet az teus ur pennad db Felibrige. Gwelloc'h e vefe lakaat ar pennad er rummad al lennegezhioù kentoc'h evit krouiñ ur rummad nevez gant ur pennad hebken. Dav eo soñjal el lennerien n'hellont ket furchal e re a voestoù. Petra 'soñjez eus se ? MP

Ne gav ket mat kinnig ar sent katolik (bez' ez eus sent all an ilizoù reizhkredennour ha n'int ket anavezet gant honnez) evel sent an deiz. Un doare dismegansus e-keñver ar re n'int ket "e-barzh". N'eo ket mui an dud levezonet gant ar spered relijiel a lakae anezho o kompren petra eo sant an deiz. Neptu e tle bezañ ar wikipedia. P' am bo amzer e adlakin an doare reizh nemetañ : lakaat ar sent katolik dindan un termen objektivel, anv an ensavadur a ra ganto ha netra ken. --Ch. Rogel 29 Gen 2006 da 17:45 (UTC)

Taolenn

[kemmañ] Dilennit ho merourien

Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ

[kemmañ] Taolennoù steredoniezh

  • Ne gomprenan ket mat peseurt rummad a c'hallfe bezañ Rummad:Taolennoù steredoniezh a ouzhpennez en da bennadoù diwar-benn ar planedennoù hag an adplanedennoù. Ne'm eus kavet netra par er yezhoù all. Da'm soñj e vefe poent krouiñ ar rummad bremañ rak un toullad pennadoù zo e-barzh bremañ. E gwirionez eo ar rummad a vank ar muiañ war ar wiki. Sell ouzh Dibar:Wantedcategories. Ouzh petra emaout e soñj stagañ ar rummad-mañ. Ouzh ar rummad Steredoniezh ? --Fulup 21 C'hwe 2006 da 20:54 (UTC)

[kemmañ] lizherennoù kembraek dibar

Graet Setu emañ graet ! O klask ouzhpennañ ur roll disachañ evit pep yezh emaon evel er wiki gallek met evit poent ne'z a ket en-dro ha ne gomprenan ket perak. Goulennet em eus sikour gant Paotr zo stlennegour met graet en deus kazeg ivez. --Fulup 22 C'hwe 2006 da 17:32 (UTC)

[kemmañ] Japan

Gallout a reer diverkañ Japon bremañ neuze ? --Fulup 28 C'hwe 2006 da 21:09 (UTC)

trugarez vras dit evit skeudenn marguerite. Chouchenn

[kemmañ] Keats

Mat e vije derc'hel ur bajenn Keats, a gasfe da John Keats. Henvel gant Shelley. Ha Shakespeare? Ha Hugo? Ha De Gaulle? Gast!Bianchi-Bihan 7 Meu 2006 da 17:49 (UTC)

[kemmañ] heñvelrevelezh pe heñvelreviezh

salut dit! mall zo warnon gallout kemmañ an traoù (hir e vo!) a-benn reizhañ an traoù da vat war an dachenn-mañ. trawalc'h e vo d'am soñj en em lakaat a-du (hag unan bennaket all mar bez tu - eul vuioc'h seul welloc'h evel-just) rak war a seblant n'eus ket kalz a dud all dedennet a-walac'h evit ober kinnigoù resis (kentoc'h evit lâret pere ne blij ket dezhe...). boñ, reiñ a ra ur c'hinnig strizh ar wech-mañ etre daou stumm nemetken o tennña d'al lostger reishañ evit ober gantañ (lakaet e vo da dalvezout, anat deoc'h, evit an holl gerioù all ivez):

  • heñvelrevelezh
  • heñvelreviezh (> heñvelreviel pe heñvelrevel?)

skrivit-me ar buanañ ar gwellañ mar plij. --Neal 1 Ebr 2006 da 11:01 (UTC)

[kemmañ] Frañsez II

Gwlet am eus az poa kroget da labourat war ar pennad Frañsez II. E warezet am eus bet ma vo bet tizhet un emglev diwar-benn an doare mar fell d'ar gumuniezh dre vras e vefe anvet ar pennad-se evit mirout rak ur brezel kemmañ digemmeañ a c'ghhellfe sevel diwar an tabut-se. Gallout a ri (hag ar re all evel-just) labourat warnañ adarre emberr.--Neal 26 Ebr 2006 da 19:21 (UTC)

[kemmañ] Kurów

Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w - just a few sentences based on http://en.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w or FR wiki? Only 2 -5 sentences enough. Please. Pietras1988 3 Mae 2006 da 20:00 (UTC)

[kemmañ] Koskoriad an heol

War a seblant ez eo koulz lavaret ofisiel dija ar chenchamant : [1] Benoni 18 Eos 2006 da 20:21 (UTC)

Ceres. War a seblant e ra koulz lavaret an holl yezhoù all gant "c" en anv-mañ, hag ar c'hevatal "ts" er yezhoù kirillek. Mar bez da vrezhonekaat muioc'h e vo a-walc'h gant "s" a gav din. Bremañ e reer kentoc'h gant "s" evit brezhonekaat ar "c" latin (kentoc'h eget gant "k"): santimetr, sinema... (ha n'eo ket ken: kentimetr...). N'ouzon ket hag-eñ 'z eus bet roet ur stumm brezhonek bennak d'an doueez ur wech bennak, evit ma c'heloù ur *Kerez bennak a vefe drochik a-walc'h. Rognogno 19 Eos 2006 da 20:21 (UTC)

Charon. Amañ e seblant bezañ luzietoc'h ar gudenn. Hervez Wikipedia saoznek e vez distaget alies ch e saozneg e-touez ar steredoniourien, daoust d'an orin mitologel. Lavaret a reont e vez distaget aliesoc'h "k" en alamaneg (daoust ma vez skrivet Charon gante). N'ouzon ket re penaos e vez graet er yezhoù all met skrivet e vez "ch" alies-mat, nemet gant un nebeud yezhoù latin ("c" hepken). Er yezhoù slavek da vihanañ e vez distaget "c'h".
Kavet e vez meneget an anv e-barzh geriadur bras bzh-szg Delaporte, ma skriv "C'haron pr.n. Hist. Charon, the ferriman who convoyed the souls across the Styx" (uheloc'h en devoa skrivet e ranke ar brezhoneg heuliañ fonetik ar brezhoneg ha neket hini ar saozneg hag ar galleg, hag e ranke ar brezhoneg ober gant c'h evit ch gresianek). Aon bras am eus e vo diaes lakaat ur stumm C'haron da dremen. Techet a-walc'h e vefen da virout ur stumm Charon evit ober evel ar braz eus ar yezhoù all, da bep hini da zibab an distagadur a gar (C'haron, Charon pe Karon)!
A-hend-all eo koulz brezhonekaat e "k" (evel ma vez graet a gav din koulz lavaret bepred: psiko..., kimio...), hag ober neuze gant Karon.
N'eus forzh penaos e kav din eo diboell klask brezhonekaat an holl anvioù-se: Hydra, Nix... zo mat evel m'emaint, anvioù divoutin int, na petra, ha cheñch o neuz ne vo nemet ur skoilh evit an deskourien.Rognogno 19 Eos 2006 da 20:39 (UTC)

[kemmañ] Planedenn

Salud. Kinnig a rafen Sifroù pep planedenn a zo jedet e-keñver mentoù an Douar evit ar meneg na gaven ket sklaer ha n'am boa ket komprenet. Marteze a-walc'h e c'heller kavout gwelloc'h. Petra eo da soñj ? --Llydawr 25 Eos 2006 da 16:03 (UTC)

  • Gwir eo ne oa ket gwall vat mentoù evit sifroù zo. Mat ha sklaer e kavan ar pezh 'peus skrivet. --Llydawr 25 Eos 2006 da 16:22 (UTC)

[kemmañ] Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (dispelget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Peret oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 08:34 (UTC) (Merour)

Eus pelec'h e teu ar stumm Neizhan, lakaet ganit e-lec'h Neptun? A galon. Bianchi-Bihan 26 Kzu 2006 da 00:47 (UTC)

[kemmañ] Votoù

Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)

[kemmañ] Demokratelezh

[[2]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:56 (UTC)

[kemmañ] Respont

N'eo ket peogwir n'hon ket a-du ganit e rafen goap eus bed ar brezhoneg : n'out ket da unan e Breizh o kaout un tamm gouiziegezh war hon yezh. Ha n'eo ket o kunujenniñ an dud e laki anezho da gaout c'hoant selaou ouzhit. N'on ket an hini nemetañ da vezañ burutellet dibab ar gêr "Neizhan" evit ober gant "Neptun": Bianchi-Bihan, hag-eñ yezhoniour ampartoc'h egedon, a zo an hini en deus graet an adkas davet Neptun; Shelley-Konk eo an hini en deus adlakaet ar gaoz war an tem-se. Setu, sioula un tamm, ha selaou te eus ar re all! Ha ro din da c'houzout ur c'horn bro eus Breizh e lec'h ma vije graet gant Neizhan!!! Daoust-hag ez eus??? Piv 'n eus krouet ar gêr-se??? Ha perak implij ur gêr disheñvel a grenn eus hini ar yezhoù-all? Ha perak ijinañ ur gêr e brezhoneg evit un anv divoutin? Setu un nebeut goulennoù: met ma na ouezes nemet kunujenniñ, gwir eo na ri striv ebet evit respont... Tampir. Dedennus e c'hellfe bezañ seurt respontoù, ha pinvidikaüsoc'h evit wikipedia eget da imor fall...Benoni 9 Gen 2007 da 21:02 (UTC)

[kemmañ] afer anvioù brezhonek planedennoù zo

Kaset eo bt ar gerig-mañ d'an holl dud bet roet o soñj betek-hen diwar-benn afer anvioù ar planedennoù e brezhoneg. a-raok mont pelloc'h e fell din disklêrian ec'h eo ingal din ez personel penaos e vo graet eus ar blanadenn-mañ'r-blanedenn e brezhoneg rak n'on ket ur mailh war an tachenn ar steredoniezh na tamm ebet. Chalet on un tammig avat gant ar prim ma c'hell an traoù vont war hent an tagadennoù personel e lec'h sevel arguzennoù poellek evit difenn sav-poent pep hini. Goût mat a ran an aezet e c'hell bezañ tagañ ha bezañ taget, peurliesañ hep ober a-ratozh dreist-holl pa vez kemmet, a-wezhoù re vuan all, titl ur pennad bet savet ganit... Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. Pa vez displeget arguzenniñ pep hini e ranker klask arguzenniñ en un doare poellek atav, hep fuloriñ hag hep tagañ tud all en un doare personel. Bez' e c'heller bezañ a-enep da sav-poent unan bennak, zoken ar re sotañ. hep o zagañ ez-personel. Evit achuiñ, fellout a ra din ivez lâret e kav din o devez implijerion/ezed zo re a aon rak ar verourion. E gwirionez n'int nemet implijerion/ezed orin gante un nebeud galloudoù ispisial (nebud-tre e gwirionez hag hepte ne vefe ket tu d'ar raktres en em difenn rak taolioù-vandalerezh. Aze emaint evit sikour an dud, ha n'eo ket evit feukiñ anezhe. Ar gwir o dvez ar verourion avat, dres evel an implijerion/ezed all, da gemer perzh e pep kaozeadenn hervez o c'hoantoù, met ma kemeront perzh n'hallont ket lakaat da dalvezout o gwirioù-merañ war an aferioù resis-se. Ra vo kavet un diskoul evit afer anvioù ar planedennoù. A galon,Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 16:08 (UTC)

[kemmañ] Respont

Nevez Kavout a ri ur respont d'az evezhiadennoù amañ. Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Gen 2007 da 10:42 (UTC)


Degemer mat a vo d'az evezhiadennoù er pennad Argo. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 13:49 (UTC)

[kemmañ] Keres/Ceres

  • Lennet em eus da gemennadenn. N'hallan ket kavout abeg e tiviz Benoni da vezañ adkaset Ceres da gKeres rak e tue ar muianiver gant an dibab-se. Ent personel e oan a-du gant ar c'hinnig Ceres pa soñj din n'eus ket da glask brezhonekaat re an anvioù divoutin pa n'eus hengoun ebet evito en hor yezh, dreist-holl evit anvioù n'int anavezet nemet gant arbennigourien. Unan eus pennreolennoù Wikipedia eo ar c'henasant hag an doujañ da ziviz ar muianiver. Marteze e vo tu da adstudiañ ar c'hraf-mañ diwezhatoc'h pa vo muioc'h a dud dedennet o kemer perzh. Marteze ivez e c'hallo soñjoù an dud emdreiñ goude pleustriñ hiroc'h war an dachenn-mañ ha studiañ pishoc'h arguzennoù pep hini. Da c'hortoz e ranker degemer an dibab graet gant ar gumuniezh. Tu a vije bet da azoañ ur votadeg war pajenn gaozeal ar bajenn met da'm soñj e vije bet heñvel an disoc'h. Un oberenn stroll eo Wikipedia ha ret eo plegañ da reolenn ar c'hoari, ne vir e c'hall pep hini mirout e frankiz soñjal war kement kraf zo ha kenderc'hel da arguzenniñ. Fulup 30 Gen 2007 da 22:38 (UTC)

[kemmañ] Kudenn dija gant ar planedennoù

Nevez amañ Neal (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 09:44 (UTC)

[kemmañ] Kudenn an treuzskrivañ (adarre)

Dre ma sell ouzh ar goulenn az poa graet ouzhin em eus kavet mat kas dit un eilskrid ur ur gerig bet kaset ganin evel merour da v-Bianchi-Bihan a-divout kudenn an doare bet divizet betek hen d'ober war ar Wikipdeia-mañ. Kaset zo bet un eilskrid da bep merour all ivez war un dro.

[kemmañ] Treuzskrivadur anvioù divoutin gresianek

Goût mat a ran n'eo ket bet tizhet c'hoazh ur c'henemglev hollek war an dachenn-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet e pedan ac'hanout da doujañ ouzh an damemglev da c'hortoz o tennañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek d'an nebeutañ. Reuz 'zo bet war an dachenn-mañ dija ha d'am soñj ne vefe ket yac'h mont re bell ganti ur wezh all c'hoazh. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet betek-hen na gant an niver a dud bet kemeret perzh en divizoù war an dachenn-mañ, met nac'het ec'h eus reiñ da ali daoust ha m'out bet pedet ez personel ha meur a wezh lâret da soñj ha n'eo ket peogwir e van unan bennak er-maez eus ur c'hendiviz ma c'hell chom hep doujañ ouzh ar c'henemglevioù (da c'hotoz pe da vat) tizhet. Gwell e vefe din ma vefe tu da dizhout un emglev ganit-te abalamour dresit-holl d'an niver a bennadoù bet savet ganit o tennañ d'an dachenn-mañ, met mar ne fell ket dit kemer perzh e ranko ar gumununiezh kas ar c'hendivizoù war-raok ha tizhout kenemglevioù hepdout, en ur c'hoût e c'hello bezañ kemmet an damemglev da c'hortoz menneget a-us seul wezh ma teuio muio'ch a dud da gemer perzh er c'hendiviz hag a zo war ar stern c'hoazh gant alioù disheñvel. Evit poent avat e vo klasket lakaet e plesutr an troùigoù bihan hag a zo bet gellet lakaet meur a hini (hag a c'hell bezañ bihan o niver, met, hen adlâret a ran, n'heller ket rediañ a dud da gemer perzh) da sevel a a-du gante betek-hen. A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 14:07 (UTC)

[kemmañ] An anv stêr Gwilen

Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [3]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:16 (UTC)

[kemmañ] Kemenn votadeg

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:27 (UTC)

[kemmañ] Tigr ?

Salut Iskommandant, gwelet 'm eus e oa bet savet ganit pennad an tigr dent sabrenn... ha just a-walc'h direnket on gant an titl. Ne vefe ket aesoc'h da lakaat Smilodon ? Tigr dent sabrenn ne gavan ket brezhoneg mat, Smilodon a zo implijet en holl yezhoù ouzhpenn-se... N'eo ket em eus c'hoant pismigañ met memestra...petra soñjes ? Malo 23 Mez 2007 da 19:54 (UTC)Malo

[kemmañ] Pennad mat

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:18 (UTC)


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -