Iole
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Iole (Ίόλη) a oa merc'h d'ar roue Eürytos, roue Oic'halia, ha c'hoar da z-Deione hag Ifitos.
[kemmañ] Mojenn
Pa oa Herakles o lakaat freuz ha reuz e rouantelezh he zad abalamour dezhi en em daolas diwar-laez mogerioù kêr. Met an avel a c'hwezhas he sae, he dalc'has en aer evel ur bluenn, ma tiskennas war an douar hep droug ebet.
Prometet e oa bet gant he zad reiñ anezhi da neb a vije trec'h d'e vibien en ur genstrivadeg gwaregañ. Herakles a voe trec'h, met ne zalc'has ket d'e c'her.
Herakles a lazhas an tad hag ar vibien, hag a gasas ar verc'h gantañ.
Ken pitilh e oa Herakles gant Iole ma savas gwarizi e kalon Deianeira, gwreg an haroz. Se zo kaoz ma'z eas ar wreg warizius da welet an den-marc'h Nessos.