Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Hittited - Wikipedia

Hittited

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Lec'h kêrioù pennañ an Hittited en Anatolia
Lec'h kêrioù pennañ an Hittited en Anatolia

An Hittited a oa anezho ur bobl eus Anatolia a gomze ur yezh Indezeuropek, hag a ziazezas ur rouantelezh en-dro da Hattusha (Hittiteg URUḪattuša) e kreiz Anatolia adalek an XVIIIvet kantved kent J.-K.. Er XIVvet kantved edo an impalaeriezh hittitat en he barr. Ren a rae war Anatolia, gwalarn Siria hogos ken pell er su ha genoù ar stêr Litani (un dachenn anvet Amqu), ha betek Mezopotamia-uhel er reter. goude 1180 kent J.-K. e tarzhas an impalaeriezh e keodedoù-Stad hittitat. Lod anezhe a chomas en o sav betek an an VIIIvet kantved kent J.-K.

Kemeret eo bet an anv "Hittited" e troidigezh KJV ar Bibl hebraek. Dont a ra eus un droidigezh eus חתי HTY, pe בני-חת BNY-HT "Bugale Heth" (Heth a oa ur mab da Ganaan). An arkeologourien hag a zizoloas Hittited Anatolia en XIXvet kantved a hevebelekaas anezhe da gentañ gant Hittited ar Bibl. Hiziv an deiz ez eus rendael diwar hevelebekadenn pobl ar Bibl pe ouzh pobl an impalaeriezh renet gant Hattusa pe ouzh pobl ar rouantelezhioù hittitat nevez[1].

Ar rouantelezh Hittitat a veze anvet Bro Hatti da gustum gant an Hittited o-unan. An droienn glok a oa "Bro kêr Hattusa". Hervez ar c'henarroud e c'halle an deskrivadenn-se bezañ implijet evit an impalaeriezh en he fezh, peotramant en un doare strishoc'h evit kalon ar rouantelezh. Ar ger "Hatti" zo un Akkadolun e gwirionez, kentoc'h evit Hittiteg; morse ne vez displeget hervez reolennoù ar yezhadur Hittitek. Daoust da implij "Hatti", e tlefer lakaat kemm etre an Hittited hag an Hattied, ur bobl goshoc'h a vevas er memes bro betek deroù an eil milved kent J.-K., hag a gomze Hatteg, ur yezh na oa ket indezeuropek. Graet e veze Nesili (pe ur wezh hepken, Kanesili), eus o yezh gant Hittited, ur furm adverbel a dalvez "e doare (Ka)nesa."

Diskouez a ra moarvat e oa stank-kenañ an Hittitegerien e kêr gozh Kanesh (Kültepe, e Turkia, hiziv), pe e veze priziet komz e doare ar vro-se. Kalz eus an anvioù kêrioù a vremañ e Turkia zo bet anavezet da gentañ gant o anv Hittitek, evel Sinop hag Adana, ar pezh a ziskouezh n'eu ket a droc'h etre Anatolia a vremañ hag e amzer dremenet.

Doueez ha bugel hittitat, Anatolia XVvet-XIIIvet kantved kent J.-K..
Doueez ha bugel hittitat, Anatolia XVvet-XIIIvet kantved kent J.-K..

Daoust dezhe da vevañ en oadvezh an arem, an Hittited a oa diaraogourien eus Oadvezh an houarn. Barrek-kenañ e oant da sevel traezoù en houarn ken abred hag ar XIVvet kantved kent J.-K., pa zisklêr lizhiri kaset d'ar renerien estren e oa sav war o marc'hadourezh en houarn. Ne oa ket an Hittited ar re gentañ, koulskoude, da labourat an houarn, hag an houarn a chomas ur metal prizius a-hed istor o impalaeriezh. Brudet e oa an Hittited ivez evit o barregezh da sevel ha da implijout kirri.Kalz eus gouiziegezh hag hengounioù ar Reter-Nesañ kozh a c'hallfe bezañ deuet betek ar C'hresianed dre hanterouriezh an Hittited.


Taolenn

[kemmañ] Dizoloadennoù arkeologel

Dor al Leon en Hattusa, kêrbenn an Hittited, hiziv Boğazköy, Turkia
Dor al Leon en Hattusa, kêrbenn an Hittited, hiziv Boğazköy, Turkia

Gant lizherennnoù gennheñvel e rae an Hittited. Ergerzhadennoù arkeologel o deus dizoloet dielloù roueel klok e tablezennoù gennheñvel e Hattushash, skrivet pe e Babiloniaeg, yezh diplomatel an amzer, pe en unan eus rannyezhoù niverus ar c'hengevredad hittitat.[2]


Ar c'hentañ prouenn arkeologel eus bezañs an Hittited a gaver e tablezennoù kavet en trevadenn asiriat anvet Kültepe (Karum Kanesh gwechall), enne e kaver testeni eus kenwerzh etre marc'hadourien asiriat hag ur serten "Bro eus Hatti". Un nebeud anvioù en tablezennoù ne oant ket asiriaeg, met indezeuropek.


An enskrivadenn war ur monumant e Boğazköy gant ur "Bobl eus Hattusas" dizoloet gant William Wright e 1884 a glote gant enskrivadennoù hieroglifek iskis eus Aleppo ha Hamath e norzh Siria. E 1887, furchadennoù e Tell El-Amarna en Egipt a zizoloas al lizhiri diplomatel kaset gant Amenhotep III hag e vab Ac'henaton. Daou eus al lizhiri a-berzh ur "rouantelezh C'heta" -- a oa war a seblant er memes bro, dre vras, hag an hini meneget e skridoù a orin eus Mezopotamia diwar-benn ur "vro Hatti" -- a oa skrivet e skritur gennheñvel akkadek, met en ur yezh dianav. Daoust ma oa gouest ar ouizieien da lenn anezhañ ne oant ket kat da gompren anezhañ. Nebeut goude e kinnigas Archibald Sayce e vefe heñvel Hatti pe C'hatti en Anatolia ouzh "rouantelezh C'heta" meneget en testennoù egiptat-se, ha gant Hittited ar Bibl. Dont a reas soñj Sayce da vezañ degemeret gant ar brasañ niver e deroù an XXvet kantved hag an anv "Hittit" zo deuet da vezañ stag ouzh ar sevenadur dizoloet e Boğazköy.

Ar Skrid-emglev peoc'h egiptat-ha-Hittitat (war-dro 1258 kent J.-K.) etre Hattousili III ha Ramses II zo ar skrid-emglev peoc'h ar gwellañ anavezet e-touez ar re gentañ skrivet. Mirdi arkeologiezh Istanbul
Ar Skrid-emglev peoc'h egiptat-ha-Hittitat (war-dro 1258 kent J.-K.) etre Hattousili III ha Ramses II zo ar skrid-emglev peoc'h ar gwellañ anavezet e-touez ar re gentañ skrivet. Mirdi arkeologiezh Istanbul


E-pad furchadegoù e Boğazköy (Hattusa) a grogas e 1906 e tizoloas an arkeologour Hugo Winckler dielloù roueel enno 10 000 tablezenn, skrivet e skritur gennheñvel akkadek hag er memes yezh dianav a lenned el lizhiri egiptat C'heta — ar pezh a gadarnae hevelebiezh an daou anv. Prouiñ a rae ivez e oa eus dismantroù Boğazköy aspadennoù kêrbenn un impalaeriezh c'halloudus a gontrole Siria, poent zo bet.

Dindan renerezh Sko-uhel arkeologouriezh Alamagn, furchadennoù a oa graet en Hattusa abaoe 1907, gant ehanoù e-pad an daou vrezel. Kültepe a oa furchet en un doare frouezhus gant ar c'helenner Tahsin Özgüç (aet da anaon e 2005) abaoe 1948. Furchadennoù bihanoc'h o ment a oa renet e trowardroioù Hattusa, en o zouez re santual Yazılıkaya, a zo ennañ un niver a izelvosoù kizellet er roc'h a zeskriv ar renerien an Hittited ha doueed ar pantheon hittitat.

[kemmañ] Yezh

Sellet ouzh ar pennad pennañ : hittiteg

Testeniekaet eo an Hittiteg (pe Nesiteg) abaoe war-dro an XIXvet kantved kent J.-K. (e testennoù Kultepe). Derc'hel a reas da vezañ implijet betek 1100 kent J.-K. An hittiteg eo an ezel ar gwellañ anavezet eus skourr anatoliat eus tiegezh ar yezhoù indezeuropek.

Yezh tablezennoù Hattusa a oa digejet a-benn ar fin gant ur yezhour tchek, Bedrich Hrozny (18791952), a embannas e zisoc'hoù d'ar 24 a viz Du 1915 en ur brezegenn dirak kevredigezh ar Reter-Nesañ, e Berlin. Embannet e oa e levr ddiwar-benn e zizoloadennoù e Leipzig e 1917, dindan an titl Yezh an Hittited; he framm hag e kerentiezh e-touez familh ar yezhoù indezeuropek[3]. Kregiñ a rae ar rakskrid gant ar frazennoù da-heul :

an oberenn-mañ zo he fal disklêriañ natur ha framm yezh kevrinus, betek-henn, an Hittited, ha da zigejañ ar yezh-se [...]. Diskouezet e vo ez eo an hittiteg evit an darn vrasañ ur yezh indezeuropeg.

Abalamour da se e teuas ar yezh da vezañ anavezet evel an hittiteg, memes ma ne veze ket anvet e-giz-se gant he c'homzerien. An Hittited o-unan a rae nešili "(en doare) eus (kêr) Neša" eus o yezh war a seblant. Lod o deus kinniget evit an abeg-se ober gant ar ger "Nesite", reishoc'h en un doare teknikel, en e lec'h. Koulskoude e tac'her d'ober gant ar ger "Hittiteg" peurliesañ.

En abeg da zisheñvelderioù bras en he framm hag en he fonologiezh, lod eus ar filologourien, en o zouez Warren Cowgill dreist-holl a zalc'has zoken e tlefe bezañ renket evel ur yezh c'hoar d'ar yezhoù indezeuropek, kentoc'h evit ur yezh merc'h d'an indezeuropeg. Da vare diwezh an impalaeriezh hittitat e oa deuet an hittiteg da vezañ ur yezh skrivet implijet er melestradur hag en darempredoù diplomatek dre lizher. D'ar c'houlz-se e komze ar pep brasañ eus poblañs an impalaeriezh hittitat rannyezhoù luwian, ur yezh indezeuropek arall eus ar skourr anatolian a oa diwanet e kornôg ar vro hittitat.

[kemmañ] Douaroniezh

An impalaeriezh hittitat (ruz) e barr he galloud war-dro 1290 kent J.-K., hag an impalaeriezh henegiptat (glas)
An impalaeriezh hittitat (ruz) e barr he galloud war-dro 1290 kent J.-K., hag an impalaeriezh henegiptat (glas)


Kreiz ar rouantelezh hittitat e oa ar broioù en-dro da Hattusa ha da Neša, anavezet evel "Bro Hatti" (URUHa-at-ti). Goude ma deuet Hattusa da vezañ ar gêrbenn, an tolead gronnet gant pleg ar stêr Halys (a anvent Marassantiya) a veze sellet outi evel kalon an impalaeriezh, ha lod eus al lezennoù hittitat a laka kemm etre "an tu-mañ eus ar stêr" hag "an tu all eus ar stêr". Da skouer, ar gopr roet da vezañ tapet ur sklav dindan dec'h pa oa deuet a-benn da achap en tu all d'an Halys a oa uheloc'h evit an hini roet evit ur sklav paket kent ma vije bet tizhet gantañ ar stêr.


Er c'hornôg hag er su da greiz ar vro edo ar rannvro anavezet evel Luwiya en testennoù hittitat kentañ. Kemeret e oa lec'h an anv-se gant hini div rouantelezh nevez pa voent savet : Arzawa ha Kizzuwatna[4]. Koulskoude e talc'has an Hittited d'ober anv eus ar yezh a oa diwanet eno evel al Luwianeg. Kent krouidigezh Kizzuwatna, kalon ar vro-se e Cilicia a veze anvet Adaniya da gentañ gant an Hittited[5]. Adalek e emsavadeg a-enep an Hittited e-doug ren Ammuna,[6] e kemeras an anv a Gizzuwatna ha klask a reas en em ledañ gant berzh etrezek an norzh to encompass the lower Anti-Taurus menezioù as well. En norzh, er menezioù, e veve ur bobl anvet Kaskianed. E gevred impalaeriezh an Hittited edo impalaeriezh Mitanni. En he barr, dindan ren Moursili II e oa ledet an impalaeriezh hittitat eus Arzawa er c'hornôg betek Mitanni er reter. Ren a rae kalz eus an dachenn Kaskiat en norzh, en o mesk Hayasa-Azzi er gwalarn, hag Kanaan er su, ken pell ha bevenn su al Liban.

[kemmañ] Istor

Rannet e vez istor an impalaeriezh an Hittited e tri frantad, diwar ziviz, an henimpalaeriezh hittitat (1750 kent J.-K.;1500 kent J.-K.), ar grennimpalaeriezh hittitat (1500 ; 1430 kent J.-K.) hag an nevezimpalaeriezh hittitat 1430–1180 kent J.-K.).

Ar c'hentañ ezel anavezet eus un tierniezh hittiteger, Pithana, a rene war kêr Kussara. En XVIIIvet kantved Anitta, e vab hag e hêr, a reas eus kêr Neša, e lec'h ma komzed hittiteg, unan eus e gêrbennoù hag a implijas an hittiteg evit an enskrivadurioù eno. Koulskoude e chomas Kussara kêrbenn an dierniezh e-doug ur c'hantved a-raok ma kemeras Labarna II Hattusa da gêrbenn e dierniezh. Marteze a-walc'h e kemeras an anv roue a Hattusili, "Gwaz eus Hattusa", d'ar mare-se.

Erruout a reas an henimpalaeriezh, a oa he c'hreizon en Hattusa, en he barr e-pad ar XVIvet kantved. Dont a reas a-benn zoken da breizhañ Babilon d'ur mare bennak, met ne reas esae ebet evit derc'hel ar vro eno, ar pezh a roas o zu d'ar Gasited da gemer ar stur haa da ren e-pad 400 vloaz.

E-pad ar XVvet kantved e kouezhas ar galloud hittitat en deñvalijenn, re-emerging dindan ren Toudhaliya I adalek. 1400 kent J.-K.. Dindan Souppilouliouma Iañ ha Moursili II en e m ledas an impalaeriezh d'ar pep brasañ eus Anatolia ha da lodennoù eus Siria hag eus Canaan, ha war-dro 1300 kent J.-K. en em gave an Hittites tal-ouzh-tal gant sferenn levezon Henegipt, ar pezh a gasas d'ar brezel ha da Emgann Kadesh e 1274.

Ar brezel sivil, hag ar stourmoù evit an tron, mesket gant tagadennoù Pobloù ar mor a wanaas an Hittited ha war-dro 1160 e oa kouezhet an impalaeriezh en he foull. Stadoù nevezhittitat, rouantelezhioù bihan dindan galloud Asiria, a c'hall bezañ chomet betek 700 kent J.-K., hag hittiteg oavezh an arem hag ar rannyezhoù luwian a emdroas er lidieg, nebeut testeiekaet, el lisieg hag er c'harieg. Dilerc'hioù ar yezhoù-se a deuzas da vare an impalaeriezh persat hag aet e oant da get pa en em ledas ar sevenadur hellenek.


[kemmañ] Mitologiezh

Levezonet-kreñv e oa relijion ha mitologiezh an Hittited gant mitologiezh Mezopotamia, ha kement-se muioc'h-mui a vuzul ma tremene an amzer. En deroù e c'haller spurmantiñ elfennoù eus ar vitologiezh Indezeuropat en un doare sklaer, da skouer Tarhunt doue ar c'hurun, hag e stourm gant an naer Illuyanka.

En ur skrid-emglev etre an Hittited hag ar Mitanni, an doueed Mitra, Varuna, Indra, ha Nasatia (Ashvins) a oa pedet.


[kemmañ] Ar gouarnamant hittitat

Izelvos eus Suppiluliuma II, roue anavezet diwezhañ eus an impalaeriezh hittitat
Izelvos eus Suppiluliuma II, roue anavezet diwezhañ eus an impalaeriezh hittitat

Gwall zisheñvel e oa rouanez an Hittited diouzh lod eus monarkiezhioù ar bed er mare-se, diouzh rouanez Henegipt, ar faraoned, peurgetket. Er c'hontrol d'ar faraoned, ne veze ket sellet ouzh ar roue evel un doue pa oa bev. Perc'henn e oa an doueed war douaroù an Hittited, o dileuriad e oa ar roue ha merañ a rae anezhe en o anv. Goude e varv hepken e teue ar roue da vezañ un doue, hag e veze lakaet e zelwenn e-kichen re e hendadoù. Ar ger implijet evit komz eus marv ar roue a dalveze ivez « dont da vezañ doue ».

E garg a veleg meur an hini e oa an hini bouezusañ. Dileuriad an doueed e oa hag anvet e veze gant Tarhunt, doue an arnev. A-wezhioù e lakae ar roue un termen d'an ergerzhadennoù brezel, ha pa vefent pell diouzh kalon ar vro, evit derc'hel e lec'h el liderezh.

Ouzhpenn an div garg-se, ar roue a veze ivez penn ar galloud barn, hag evel se e oa an hini diwezhañ a c'halled en em erbediñ outañ er justis. E karg e oa ivez eus an diplomatiezh.

Graet e veze gant kalz gerioù en testennoù hittitat evit komz eus ar roueed. Dianav eo distagadur ul lodenn anezhe ganimp rak an Hittited, hag a implije ar skritur gennheñvel, o deus implijet a-wezhioù ar sumerolunioù hag an akkadolunioù hep kemm anezhe evit skrivañ o gerioù dezhe o-unan :

  • LUGAL a dalvez evit ar rouanez bihan : pennoù rouantelezhioù o gwizien pe re kêrioù an impalaeriezh  ;
  • LUGAL GAL, « Roue Bras », a vez implijet evit roue an Hittited, roue ar rouanez. Talvezout a ra ivez evit ar rouanez estren vras (egiptat, babiloniat hag a-wezhioù zoken akean) ;
  • labarna (rakhittiteg) pe tabarna (hittiteg), « heolel », eus an doue heol, titl enorus roet d'ar roueed ;
  • hassu ;
  • UTU « Heol ».

Soñjal a reer o dije bet an Hittited ar c'hentañ monarkiezh vonreizhel. Evezhiet e veze obererezh ar roue gant ar pankus. Diorroet-kenañ e oa lezennoù ha justis an Hittited ivez. Ral a wezh e implije al lezennoù hittitad ar marv da gastizañ an torfedoù. da skouer e vez kastizet al laeroñsioù dre rediañ an den kablus da resteuler ar sammad laeret.


[kemmañ] Roll rieien an Hittited

Mojennel
  • War-dro 2160 : Pamba
  • War-dro 2050 : Pithana
  • War-dro 1900 : Anitta
Henimpalaeriezh
  • 1680/1650 : Larbana I
  • 1650/1620 : Labarna II ha goude Hattushili I
  • 1620/1590 : Mursili I
  • 1590/1560 : Hantili I
  • 1560/ ? : Zidanta I
  • Ammuna
  •  ? /1525 : Huzziya I
  • 1525/1495 : Telibinu
Rouantelezh Hatta
  • 1495/ ? : Alluwamna
  • Hantili II
  • Tarhurwaili
  • Zidanta II
  • Huzziya II
  •  ? /1465 : Muwatalli I
Krennimpalaeriezh
  • 1465/1420 : Tudhaliya I
  • 1420/1400 : Arnuwanda I
  • 1400/1397 : Tudhaliya II an Tukhanti
  • 1397/1395 : Hattushili II
  • 1395/1380 : Tudhaliya III
Nevezimpalaeriezh
  • 1380/1342 : Suppiluliuma I
  • 1342/1340 : Arnuwanda II
  • 1340/1310 : Mursili II
  • 1310/1270 : Muwatalli II
  • 1270/1265 : Mursili III
  • 1265/1250 : Hattushili III
  • 1250/1210 : Tudhaliya IV
  • 1210/1200 : Arnuwanda III
  • 1200/1190 : Suppiluliuma II

[kemmañ] Hittited ar Bibl

Bibl an hebreed a ra anv eus "Hittited" e meur a arroudenn, a ya eus ar C'heneliezh betek ar post-Ermaeziadeg Ezra-Nehemiah. "Taolenn ar broadoù" (Geneliezh 10) a liamm anezhe ouzh Heth, un hendad anver, a oa diskennad Ham dre e vab Kanaan. Kontet e oa eta an Hittited e-touez Kanaaniz, annezidi orin an Douar prometet. Deskrivet eo an Hittited da gustum evel ur bobl zo o vevañ e-touez Israeliz - Abraham a resev digante tachenn bez Machpelah, hag Hittited a zo ofiserien uhel en arme da vare ar [[David (roue Israel) |Roue David]]. En Eil levr ar Rouaned 7:6, koulskoude, ez eo ur bobl gant he rouantelezhioù dezhi hec'h-unan (anv a ra an arroudenn eus "roueed" el liester), a oa er-maez Kanaan war a seblant, ha galloudus a-walc'h da lakaat un arme siriat da dec'hout.

Kalz a vreut a zo a-benn gouzout hag eñ Hittited ar Bibl a oa : 1) an Hattited orin eus Hatti; 2) o alouberien indezeuropat (Nesili), a zalc'has an anv "Hatti" evit kreiz Anatolia, hag a vez anvet "Hittited" hiziv an deiz (danvez ar pennad-mañ); pe 3) ur bobl eus Kanaan a vije bet pe na vije ket bet liammet da unan eus ar strolladoù anatolian pe d'an daou, hag a vije pe ne vije ket heñvel ouzh ar rouantelezhioù nevezhittitat (Luwian)[7].

[kemmañ] Neuz an Hittited, orin, ha genetik

Ar Faraon Ramses II a ra dave d'an Hittited alies gant ar ger humty a dalveze "maouezed-soudard" en henegipteg, rak giz brezelourien an Hittited a oa mirout blev hir[8]. Gouizieien zo o deus sellet ouzh an Hittited evel ur "strollad etnek kreizdouarel".[9]. An dielfennadur eus livadennoù Hittited savet gant Henegiptiz, gant an arkeologour Henry Heras, a glot gant an deorienn-se rak seblantout a reont kaout perzhioù korf dibar eus ar pobloù kreizdouarel[10]. Krediñ a ra lod eus ar ouizieien e c'hallfe lakaat da soñjal en un orin e biz Afrika rak soñjal a reer o doa an hevelep perzhioù korf o orin en tolead-se[11][12]. Perzhioù korf heñvel o doa an Henc'hresianed, ar pezh a laka da soñjal ivez e c'hallfe diskenn Henc'hresianed ha Hittited eus ar memes poblañsoù ragistorel er Reter-Nesañ hag en Enezvor[13]. N'haller ket fiziañ e dielfennadur antropologel perzhioù korf ar poblañsoù, avat, evit bodañ tud en ur "ouenn", kadarnaat divroadegoù ha rentañ kont eus orin ar pobloù kozh abalamour da galz faktorioù re gemplezh[14][15].


Orin resis an Hittited zo kevrinus abaoe pell. Lavaret ez eus bet e oa diorroet ar sevenadur hittitat hag an hittiteg en Anatolia[16][17], met soñjal a reer peurliesañ e oa deuet an Hittited eus an diavaez. Broioù orin er c'hornôg (Balkanioù), er reter (en tu all pe a-hed d'ar Mor Kaspian pe da uheldirioù Armenia), hag en norzh (a-dreuz ar Mor Du) n'int nemet lod eus ar re zo bet kinniget[18]. Deskrivet eo bet an argerzh evel un aloubadeg kaset da benn gant strolladoù bihan deuet e penn a broioù aloubet[19] pe ivez evel un divroadeg peoc'hus gant un hevelebekadenn graet tamm-ha-tamm[20]. Diouzh gwel an arkeologiezh ez eo bet studiet al liammoù etre an Hittited ha sevenadur Ezero er Balkanioù ha sevenadur Maikop er C'haokaz[21].

Ur studiadenn c'henetek diazezet war ar c'hromozom Y e TDN gwazed Anatolia a-vremañ en deus disklêriet redoù genoù, dezhe meur a orin, ar pezh a c'hall klotañ gant an divroadegoù niverus a-hed an amzer en Anatolia. Perzhioù pennañ gwazed Anatolia zo ar memes re ha re gwazed Europa ha re poblañsoù ar Reter-Nesañ (94.1%). Lignezioù liammet ouzh kreiz Azia, India, hag Afrika ne oant ket ken niverus e-touez ar standilhon gwazed studiet. Ne oa anavezet lignez ebet evel "Hittitat", koulskoude an haplogroup G-M201 er c'hromozom Y a c'hallfe bezañ liammed gant an Hattied[22].

[kemmañ] Er sevenadur poblek

[kemmañ] Lennegezh ha bandennoù-treset

Eus holl an oberennoù lennegel a-vremañ a ra anv eus an Hittited, an hini ar muiañ anavezet eo ar romant istorel brudet An Egiptad gant Mika Waltari, embannet e Finneg da gentañ e 1945 ha troet buan e meur a yezh er bed.

Deskrivañ a reer an Hittited ennañ evel tagerien didruez ha digernez o klask aloubiñ ar bed a-bezh. Daoust m'en deus graet Waltari stank gant ar mammennoù istorel, o deskrivadur en deus muioc'h da welet gant ar fed ma oa skrivet e-pad an Eil brezel bed, hag an impalaeriezh hittitat zo deskrivet ennañ a oa dezhi da bal, anat, deskrivañ an Trede Reich nazi - gant ar roue Suppiluliuma I diskouezet evel un Hitler kozh, hag ar govelierezh hag an implij eus kirri-emgann taolennet evel traoù kevatal da dankoù ar Wehrmacht.


War un dachenn disheñvel e anad ur stumm faltaziet eus mab hag hêr ar roue Suppiluliuma I, Mursili II er manga japanat anvet Red River. "Kail Mursili" eo e anv, ar pezh a vefe, hervez Beal, ur c'hammamzeriad - rak ne oa ket bet anvet "Mursili" e nep testenn savet kent e ren, hag anvet e oa mod all moarvat. Kail zo unan eus an tudennoù pennañ eus ar manga ha livet eo evel nobl ha kalonek.

En ur manga all damheñvel ouzh Red River, anvet Ouke no Monshou, zo un heuliad istorioù a vez atav embannet e Japan (Digouezhet eo bremañ en 53vet levrenn), e reer anv eus an impalaeriezh hittitat, eus he brezelioù gant Egipt hag ar broioù amezek. Er bannoù-treset-se ur priñs Izmil faltaziet a zeu da gaout karantez evit ur plac'h eus an XXvet kantved anvet Carol (evel Mursili e Red River).

[kemmañ] C'hoarioù

Ar c'hoarierien a c'hall c'hoari roll an Hittited er c'hoari strategiezh Civilization III gant Mursili II da rener.

[kemmañ] Filmoù

Er film Deadly Blessing, gant Wes Craven, deuet er-mez e 1981, an tudennoù pennañ zo ur seurt Hittited a-vremañ, ur seurt stumm Amished mirour-tre.

Er film savet e 1984, Ghostbusters, gant Ivan Reitman, 'Zuul', an tasmant enebour, a oa un hanterzoue azeulet gant an Hittited, Mezopotamiaiz hag ar Sumeriz.

[kemmañ] Notennoù

  1. Gwelet, da skouer, Singer, Itamar "The Hittites and the Bible Revisited" in Maeir, A.M. and de Miroschedji, P. ed., I Will Speak the Riddle of Ancient Times, Archaeological and Historical Studies in Honor of Amihai Mazar on the Occasion of His Sixtieth Birthday (2006, Eisenbrauns)
  2. The Hittite Empire ranbennad V - gant Vahan M. Kurkjian
  3. The Language of the Hittites; Its Structure and Its Membership in the Indo-European Linguistic Family
  4. A Short Grammar of Hieroglyphic Luwian, John Marangozis (2003)
  5. Beal, Richard H.,"The History of Kizzuwatna and the Date of the Šunaššura Treaty", Orientalia 55 (1986) pp. 424ff.
  6. ibid. p. 426
  7. Sellet ouzh Marten H. Woudstra, New International Commentary on the Old Testament: Book of Joshua, p.60, fn.33 and Trevor Bryce, The Kingdom of the Hittites, p.389 ff.
  8. Healy, M. and Mcbride, A. 1992. New Kingdom Egypt (Elite). Opsrey: Elms Court
  9. p. 141 Racial Theories in Fascist Italy gant Aaron Gillette
  10. P. 447 Studies in Proto-Indo-Mediterranean Culture By Henry Heras
  11. P. 144 The Mediterranean Race: A Study of the Origin of European Peoples By Giuseppe Sergi
  12. P. 266 Myths of Babylonia and Assyria. (Myth and legend in lit. and art). By Donald Alexander Mackenzie
  13. P. 126 Man By Royal Anthropological Institute of Great Britain and Ireland
  14. Jordan-Bychov, T. and Jordan B., 2002, The European Culture Area. Lanham, MD: Roman and Littlefield Publishers, Inc.
  15. Mallory, J. and D.Q. Adams (eds.), 1997, Encyclopedia of Indo-European Culture, London: Fitzroy Dearborn.
  16. Renfrew, C. 1999, "Time Depth, Convergence Theory, and Innovation in Proto-Indo-European: 'Old Europe' as a PIE Linguistic Area.", Journal of Indo-European Studies. 27 (3 & 4): 257-294
  17. Renfrew, C. 1987. Archaeology and Langauge. The puzzle of Indo-European Origins., Cambridge University Press
  18. Steiner, G. 1990. "The Immigration of the First Indo-Europeans into Anatolia Reconsidered.", Journal of Indo-European Studies. 18 (1 & 2): 185-214
  19. Puhvel, J. 1994. "Anatolian: Autochton or Interloper.", Journal of Indo-European Studies, 22 (3 & 4): 251-264
  20. Steiner, G. 1990. "The Immigration of the First Indo-Europeans into Anatolia Reconsidered.", Journal of Indo-European Studies, 18 (1 & 2): 185-214
  21. Mallory, J. 1989. In Search of the Indo-Europeans. New York, NY: Thames and Hudson
  22. C. Cinnioglu et al. (2004), Excavating Y-chromosome haplotype strata in Anatolia, Human Genetics 114(2):127-48.


[kemmañ] Levrlennadurezh

  • M.Desti, Les civilisations anatoliennes,, Coll. Que sais-je?, P.U.F. 1998
  • I.Klock-Fontanille, Les Hittites, P.U.F.
  • Les Hittites, Civilisation indo-européenne à fleur de roche, Les Dossiers d'archéologie, n°193, mai 1994
  • (de) H.Klengel, Geschichte des Hethetische Reiches, 1999
  • (en) T.Bryce, The Kingdom of the Hittites, Oxford, 1998
  • (en) G.Beckman, Hittite Diplomatic Texts, Atlanta, 1996
  • (en) Akurgal, Ekrem, The Hattian and Hittite Civilizations ; Publications of the Republic of Turkey; Maodierndi ar sevenadur ; 2001; 300 pajenn; ISBN 975-17-2756-1
  • (en) Trevor R. Bryce, "Life and Society in the Hittite World," Oxford (2002).
  • (en) Trevor R. Bryce, The Kingdom of the Hittites, Oxford (1999).
  • (en) C. W. Ceram, The Secret of the Hittites: The Discovery of an Ancient Empire. Phoenix Press (2001), ISBN 1-84212-295-9.
  • (en) Hans Gustav Güterbock, Hittite Historiography: A Survey, in H. Tadmor and M. Weinfeld eds. History, Historiography and Interpretation: Studies in Biblical and Cuneiform Literatures, Magnes Press, Hebrew University (1983) pp. 21-35.
  • (en) J. G. Macqueen, The Hittites, and Their Contemporaries in Asia Minor, adwelet ha kresket, Ancient Peoples and Places series (emb. G. Daniel), Thames and Hudson (1986), ISBN 0-500-02108-2.
  • (en) George E. Mendenhall, The Tenth Generation: The Origins of the Biblical Tradition, The Johns Hopkins University Press (1973), ISBN 0-8018-1654-8.
  • (en) Erich Neu, Der Anitta Text, (StBoT 18), Otto Harrassowitz, Wiesbaden (1974).
  • (en) Louis L. Orlin, Assyrian Colonies in Cappadocia, Mouton, The Hague (1970).
  • (en) The Hittites and Hurrians in D. J. Wiseman Peoples of the Old Testament Times, Clarendon Press, Oxford (1973).
  • (en) O.R. Gurney, The Hittites, Penguin (1952), ISBN 0-14-020259-5
  • (en) Kloekhorst, Alwin (2007), Etymological Dictionary of the Hittite Inherited Lexicon, ISBN 9004160922O
  • (en) Patri, Sylvain (2007), L'alignement syntaxique dans les langues indo-européennes d'Anatolie, (StBoT 49), Otto Harrassowitz, Wiesbaden, ISBN 978-3-447-05612-0

[kemmañ] Liammoù diavaez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fet an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki Commons
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com