Oadvezh an houarn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
En arkeologiezh, Oadvezh an houarn eo stad diorroadur forzh peseurt pobl ma veze implijet dreist-holl benvegoù hag armoù en houarn. Implij an danvez-se a glot gant cheñchamantoù arall e kevredigezhioù all en amzer dremenet, en o zouez doareoù disheñvel da labourat an douar, kredennoù relijiel ha gizioù arzel disheñvel, daoust ma ne veze ket gwir atav.
En istor, oadvezh an houarn eo an diwezhañ prantad pennañ e reizhiad an tri oadvezh a dalvez da rummata ar c'hevredigezhioù ragistorel. Dont a ra goude Oadvezh an arem. Kemm a ra deroù ha diwezh an oadvezh-se diouzh ar broioù pe ar rannvroioù.
Taolenn |
[kemmañ] Deiziadoù
Lakaat a reer Oadvezh an houarn da gregiñ en XIIvet kantved kent J.-K. er Reter-Nesañ kozh, Persia, Henindia (gant ar sevenadurioù sevenadurioù vedek), ha Henc'hres (gant an amzervezh teñval gresian). E broioù all eus Europa, e krogas kalz diwezhatoc'h. Komañs a reas Oadvezh an houarn en VIIIvet kantved e kreiz Europa hag er VIvet kent J.-K. e norzh Europa. Anadiñ a ra implij aan houarn da deuziñ ha da c'hoveliañ benvegoù, e kornôg Afrika war-dro 1200 kent J.-K., ar pezh a ra anezhi unan eus ar c'hentañ lec'hioù ma tiwanas Oadvezh an houarn[1][2][3]
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Duncan E. Miller and N.J. Van Der Merwe, 'Early Metal Working in Sub Saharan Africa' Journal of African History 35 (1994) 1-36; Minze Stuiver and N.J. Van Der Merwe, 'Radiocarbon Chronology of the Iron Age in Sub-Saharan Africa' Current Anthropology 1968.
- ↑ "How Old is the Iron Age in Sub-Saharan Africa?", Roderick J. McIntosh, Archaeological Institute of America (1999)
- ↑ Iron in Sub-Saharan Africa, Stanley B. Alpern (2005)
[kemmañ] Levrlennadur
- John Collis , The European Iron Age, Routledge (1997), ISBN 978-0415151399.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Ul lec'hienn gouestlet da Oadvezh an houarn e Breizh-Veur war resourcesforhistory.com