Herman Melville
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Portal al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Herman Melville (1añ a viz Eost 1819-28 a viz Gwengolo 1891) a zo bet ur romantour, saver arnodskridoù ha barzh amerikan, gwelet evel unan eus ar skrivagnerien amerikan pennañ. Brudet e oa e-doug kentañ lodenn e vuhez lennegel, met disoñjet e oa bet e anv en diwezh ha goude e varv. E benn-oberenn, Moby Dick, a zo bet "addiskoachet" e penn (?) an XXvet kantved.
[kemmañ] Buhez
Ganet e oa bet Herman Melville e kêr New-York ha desavet e voe eno ivez. Ur beajour e oa e dad, ur c'henwerzher etrebroadel hag alies e klevas digantañ danevelloù e droiadoù leun a wagennoù divent, a venezioù uhel-tre, a wernioù krommet gant an avel, a vorioù rust hag a zeskrivadurioù porzhioù evel re An Havr Nevez pe Liverpool.
Pa oa 12 vloaz e varvas e dad goude graet freuz-stal hag e tleas ar familh (8 breur ha c'hoar en-doa Herman Melville) mont da chom da gêriadenn Lansingburg, pelloc'h, war ribl ar stêr Hudson. Aze e rankas ar c'hrennard gounit e vara koulz ha mont da skol Albany, kêrbenn Riez New York. Evel un Yannig e vil vicher e teuas da vezañ tro ha tro mevel war ar maez, implijad en un ti-bank, martolod war ul lestr-karg ha skolaer. E 1841 e oa degemeret evit bezañ martolod war al lestr-balumeta Acushnet. E 1842 e kuitaas al lestr en Inizi Marquesas hag goude ur prantad hir e yeas da Dahiti hag d'an inizi Hawaii.
Eno en em ouestlas er morlu amerikan, met goude bezañ distroet d'ar Stadoù-Unanet e oe divartolodet (Here 1843). E 1847 e timezas Melville ha goude ur veaj en Europa en em stalias e kêr Pittsfield, Massachusetts, e skeud menezioù ar Bershires. Eno e kavas un awen evit kregiñ gant ur mell oberenn, Moby Dick, ur romant hag a zo kaoz ennañ eus ar balumeta p'en-doa graet anezhi, 10 bloaz en a-raok. Siwazh ne reas ket berzh al levr, nag an eil, nag an trede kennebeut.
Istimet gwelloc'h e voe e danevelloù embannet a dammoù er c'helaouennoù. Implij a rae e skiant-prenet e bourzh al listri hag e tiskoueze en e skridoù listri o verdeiñ da vare Brezel Dieubidigezh Amerika pe a-hed ar Mississippi, pe etrezek an Inizi Galapagos.
Da vezañ kendalc'het