Hekto
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hekto (simbol h) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 102 pe c'hoazh kant. Dre se e talv an hektometr 100 metr, an hektolitr 100 litr, hag all.
An hektar (evit hekto-ar) eo an unanenn nemeti a laka an o dibenn da steuziañ.
Degemeret e voe ent ofisiel er Frañs gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.
Dont a ra eus ar gresianeg έκατόν a sinifi kant.
[ yokto | zepto | ato | femto | piko | nano | mikro | mili | santi | desi | 1 | deka | hekto | kilo | mega | giga | tera | peta | egza | zeta | yota ]