Gram-nann
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar bakteri Gram-Nann eo ar re na zalc'hont ket ar livadur mouk e-pad argerzh liverezh Gram[1]. Ar bakteri Gram-Ya a zeu da vezañ glas-oabl pe mouk pa seller oute en ur mikroskop, e-skoaz ar bakteri Gram-Nann a zeu da vezañ ruz pe ros. ouzhpenet e vez ul livadur all, safranin peurliesañ, goude ar mouk jañsif evit reiñ o liv ros pe ruz dezhe. Reizhiad rummatadur Gram zo arnodel, ha diazezet evit ul lodenn vras war ar c'hemmoù e framm speurennoù ar c'helligoù.[2] Pal liverezh Gram zo gallout lakaat kemm etre strolladoù bakterioù ken nemet ouzh o gwelt, evit o anavezout da gentañ penn.
Kalz spesadoù bakteri Gram-Nann a c'halll degas kleñvedoù en ur bevedeg. Ar varregezh-se da zegas kleñvedoù zo stag ouzh elfennoù zo eus speurennoù kelligoù ar bakteri Gram-Nann, ar gwiskad lipopolisakarid peurgetket (anavet ivez gant an anv a LPS)[3]. An LPS zo an distegner santet gant reseverien respont imunekaat a-ouenn ar c'horf evit kregiñ da gas kitokin er c'horf. Pistrius eo evit ar c'horf. Ar respont-se an hini eta a ro lusk d'ar c'helc'hiad binimerezh er gwiadoù hag er gwazhied.
[kemmañ] Levrlennadur
- Salton MJR, Kim KS (1996). Structure. in: Baron's Medical Microbiology (Baron S et al, eds.), 4th ed., Univ of Texas Medical Branch. ISBN 0-9631172-1-1.
- Madigan M, Martinko J (editors) (2005). Brock Biology of Microorganisms, 11th ed., Prentice Hall. ISBN 0-13-144329-1.