Georges Brassens
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Georges Brassens a zo bet ganet d'an 22 a viz Here 1921, e Sète (Cette e veze skrivet) (Bro-C'hall) hag a zo tremenet d'an 29 a viz Here 1981 e Saint-Gély-du-Fesc (16 km e Norzh Montpellier). Un oberour-sonaozer-kaner gall hag ur barzh eus ar re wellañ ivez eo bet ha berzh a ra c'hoazh.
[kemmañ] Buhez
Ober a ra e studi e lise Sète, daoust paourentez e dud pa oa e dad ur mañsoner hag e dap e vachelouriezh goude studioù e skolaj Sète hag e lise Montpellier. Entanet eo gant ar varzhoniezh.
Mont a ra ur wech da Bariz e 1940 hag e teu di endro e 1942. Evit chom hep mont d'ar STO e kav repu e ti ur vrezhonez, Jeanne Le Bonniec, 30 bloaz koshoc'h egetañ ha genidik eus Lannollon.
Houmañ eo "La Jeanne" evel e rae eus e ostizez hag ez eus kaoz warni en div ganaouenn (La cane de Jeanne ha La Jeanne). Chom a raio en he zi ouzhpenn tregont bloaz (en Hent-Dall Florimont eus 1944 betek 1966).
Kaoz ez eus ivez eus madelezh pried Jeanne, Marcel Planche, en ur ganaouenn brudet-tre, l'Auvergnat.
E 1951 e teu da vezañ brudet-tre pa ra berzh e ganaouennoù e tavarnoù-kanañ Montmartre gant harp ar ganerez Patachou. Dre ar skingomz (radio) hag ar pladennoù microsillons e ya e vrud er bed galleger a-bezh hag eo bet troet e varzhonegoù-kanaouennoù gant Paco Ibañez e spagnoleg hag gant XX? e rusianeg.
Kanañ a ra e Bro-C'hall koulz hag e Bro Velgia ha er C'hebek, met pep bloaz e gan er sal Bobino, e straed ar Gaîté e-kichen an Ti-hent-houarn Montparnasse.
Ur breton all en do laosket e verk e-barzh buhez Brassens : Armand Robin. O daou e oant er memes is-strollad anarkour. Armand Robin a vanke dezhañ arc'hant atav, hag e gamarad, deuet pinvidik a-walc'h gant e ganaouennoù, en doa prestet arc'hant dezhañ. Met Robin oa aet d'an tu all hep reiñ gwenneg ebet en-dro. Memestra en doa kemeret Brassens un dra digantañ : e anv, rak implijet eo bet gantañ e-barzh ar ganaouenn Bécassine :
- « C'est une espèce de robin,
- N'ayant pas l'ombre d'un lopin... »
Brassens a oa deuet meur a wech da Vreizh, eus 1956 betek 1981, hag en doa prenet un ti e Lezardrev, hag e oa kroget da zeskiñ brezhoneg.