Ezañs India
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ezañs India pe ezañs indian anvet अगरबत्ती (agarbattī) e hindeg (hag e yezhoù indezek all) a ro dave da veur a doare ezañs produet en India abaoe meur a gantved. Disheñvel eo meur a doare ezañs produet en India diouzh doreoù all produet dre ar bed.
Taolenn |
[kemmañ] Renkadur
Renket e c'hell bezañ ezañs India e daou rummad pennañ: ezañs garet gant glaou-koad, ennañ danvezioù dourennek; ha masala, graet gant danvezioù peursec'h nemetken. Meur a doare ezañs masala ez eus ivez:
[kemmañ] Masalaoù
Talvezout a ra ar ger hindek मसाला (masālā), implijet e yezhoù indezek all ivez, kement ha "meskaj spisoù" hag implijet e vez alies evit komz eus ar meskajoù spisoù implijet evit keginañ.
Graet e vez seurt ezañs dre meskañ frondoù solut ha sec'h pe damsec'h betek tizhout un doare toaz ha neuze o ruilhañ war ur vazhig voan graet gant bambou. Peurliesañ ne vez implijet nebeut-tre pe tamm danvez dourennek ebet ha neuze e padont pelloc'h dre ma n'a ket kuit ar c'hwezh dre an aer ken buan all.
- Dourbaroù
Graet gant danvezioù dianav er C'hornôg alies a-walc'h, gante ur frond dous ha spisek. Teviñ a reont goustadikoc'h evit doareoù all dre vras. Ouzhpennet e vez da danvezioù sec'h an doare ezañs-mañ un tamm danvez dourennek ha danvezioù all evit ma ne sec'fent ket ha gwak eo an tammig ar bizhier ezañs pa doucher anezhe.
- Champaoù
Un isdoare dourbar eo ar champaoù gant gant un danvez naturel kavet en India anvet "halmaddi", ur rousin gris damdourennek produet gant ar gwez [[Ailanthus Malabarica]], gantañ ur frond dous heñvel ouzh hini bleuñv ar gwez frangipani hag abalamour da se e vez graet "champa" (hindeg: चम्पा) ouzh an doare ezañs-mañ dre m'eo hennezh anv ar frangipani en India. Hidroskopek eo ar rousin halmaddi, da lâret eo e euvret gantañ dour digant an aer ha neuze e c'hell bezañ damc'hleb seurt ezañs pa doucher anezhañ. Brudet-meur eo an ezañs Nag Champa.
- Dhoupoù
Un isdoare masala all eo an dhoupoù (hindeg: धूप), graet gant toaz ezañs hepmuiken hep tamm bazh bamboo ebet. Kreñv-kenañ e c'hell bezañ frond meur a ezañs doare dhoup ha kalz a voged a deu diwarne. Brudet-tre eo ar Chandan Dhoop, ennañ kalz a goas santal.
[kemmañ] Ezañs glaou-koad
Soubet e vez bizhier graet glaou-koad ha danvezioù all evit gallout o stummañ e meskajoù enne c'hwezh-vat ha/pe eouloù frondus naturel. Du eo an darn vrasañ eus an ezañs produet evel-hen.
[kemmañ] Produerion
Meur a labouradeg ezañs ez eus en India, lec'hiet an darn vrasañ anezhe e Bengalourou e Karnataka. Setu ur roll eus ar broduerion bennañ ma vez kavet an ezañsoù produet gante er-maez eus India:
- Nandita Fragrances
- Parimal Mandir
- Amber Aromatics
- B.V Aswathiah & Bros./Nandi
- Hem
- NK Bharatharaj Setty & Sons/Kala Perfumery Works
- Padmini
- Puspa Perfumery
- Sarathi International/Tulasi
- Shrinivas Sugandhalaya
- Shroff Channabasappa & Sons
- Vinason