Eurystheüs
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Eurystheüs pe Euristeüs ( Εὐρυσθεύς / Eurystheús e gregach), a oa mab da Stenelos ha da Nikippe (pe Menippe), a oa roue Argolis (ar vro a oa enni kêrioù Mikenai ha Tirint).
Kenderv e oa da Herakles, a oa bet kondaonet da vezañ sklav dindanañ.
[kemmañ] Penaos e oa ganet
Brazez e oa Alkmena diwar Herakles, hep gouzout avat e oa Zeus, mestr an doueed, an hini a oa gwir dad he bugel, illurañ haroz a voe biskoazh.
Hera, pried Zeus, ur c'horfaf gwarizi en enni peogwir ne oa ket hi a oa bet dibabet da vezañ mamm an haroz meur-se, ha peogwir e oabet he gwaz o c'hoari ur wreg all, a reas he soñj mirout outañ da vezañ roue Argolida war-lerc'h e dad. Zeus a oa bet genaouek a-walc'h da gemenn e oa an haroz war-nes bout ganet, pa zisplegas dirak an doueed all « Feteiz e vo ganet un haroz eus ur vaouez a zo a wad gant Zeus end-eeun, ha roue e vo war an holl re a zo o chom en-dro dezhañ ».
Dres d'ar poent-se e oa gwreg Sthénélos o tougen ivez abaoe seizh miz. Ret eo kompren neuze e oa ar Sthénélos-se o tont eus ul lignez diwar Perseüs, hag e vav -eñ ivez zo ken barrek ha Herakles da seveniñ an diougan. Gwellañ pezh zo, Amfitrion, pried Alkmena, en deus lazhet roue Mikenai, Elektrion, a zo breur da Stenelos, ha n'eo ket chomet Elektrion da c'hortoz bezañ pedet, lammet eo kerkent war ar gador-roue.
Karget eo neuze Ilitia, doueez ar genel, da hastañ buan reiñ buhez da Eurystheüs ha da ziwezhataat he gwentloù da Alkmena.
Ha setu penaos e voe Eurystheüs an hini a voe roue Argolis ha n'eo ket Herakles.