Erik Axel Karlfeldt
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Erik Axel Karlfeldt, ur barzh svedek anezhañ, a oa e anv gwir Erik Axel Eriksson. Ganet e oa bet d’an 20 a viz Gouere 1864 ha marvet e oa d’an 8 a viz Ebrel 1931.
Ganet e oa bet e Fölkarna. Goude studioù en Uppsala e labouras evel mestr-skol hag evel levraoueger. Er bloavezh 1904 e teuas da vezañ ezel eus Akademiezh Sveden, ha sekretour an Akademiezh e voe adalek 1912 ha betek e varv. Mervel a reas e Stockholm
Evit enoriñ e labour e voe roet dezhañ, goude e varv, Priz Nobel al lennegezh, e 1931.
[kemmañ] E skridoù
- Vildmarks- och kärlekvisor (1895)
- Fridolins visor (1898)
- Fridolins lustgård och Dalmålningar på him (1901)
- Floro och Pomona (1906)
- Flora och Bellona (1918)
- Hösthorn (1927)