Ercole Strozzi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ercole Strozzi (Ferrara, 2 a viz Gwengolo 1473 - 6 a viz Mezheven 1508, muntret) a oa ur barzh latin italian , mab d'ar barzh Tito Vespasiano Strozzi, kuzuliad gant Lucrezia Borgia e lez an Estensi e Ferrara.
Bez e oa, war-lerc'h e dad, met un toullad mizioù hepken, unan eus an 12 Fur a oa barnerien Ferrara. Evel e dad dreist-holl, pe gwelloc'h eget anaoudeien zo, e skrivas sonedennoù latin. En italianeg e skrivas ivez e doare Petrarca.
Dibabet e oa bet, hag eñ kamm, evel hanterour evit kas ha degas lizhiri karantez etre Lucrezia Borgia ha mestr he c'halon, he breureg Francesco II Gonzaga .
[kemmañ] Muntr
Degemeret e veze e lez an Este, pa zimezas Alfonso I d'Este da Lucrezia Borgia , ha dont a reas da vezañ he den a fiziañs.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Diwar-benn muntr Ercole Strozzi: L'assassinio di Ercole Strozzi