Eozen Maeeuc
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Eozen Maeeuc (Yves Mayeuc e galleg) a oa ganet e Kervaeog e parrez Plouvorn e Leon, a voe eskob Roazhon. E 1505 ec'h ambrougas an dugez Anna Vreizh e-kerzh he beaj e Breizh, hag e savas ur c'hantik latin ha brezhoneg a voe kanet er Folgoad en enor d'an dugez. E 1532 e tegemeras an dug Frañsez III e kêr Roazhon evit e gurunenniñ en iliz-veur. Eno e c'hallas an dug lenn ur varzhoneg e brezhoneg, war un daolenn ispilhet, skrivet gant lizherennoù aour.
[kemmañ] Menegoù
- Gwennole ar Menn, Un Veni Creator latin-breton dédié à Anne de Bretagne en 1505, Etudes Celtiques, volume 16, 1979.
- Gwennole ar Menn, Les Bretons "tonnants" et le monde des lettrés, in 1491, La Bretagne Terre d'Europe, CRBC Brest, 1992