Enez Rodos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Enez Rodos, pe Rodez , ( e gresianeg Ρόδος / Ródos, Rodos ivez e turkeg) a zo un enezenn er Mor Kreizdouarel, perc'hennet gant Bro-C'hres.
Emañ e gevred Mor Egea, 17,7 km eus Turkia, etre Bro-C'hres ha Kiprenez. E 2004 e konted 100 000 a dud o chom enni.
[kemmañ] Kêr Rodos
« Rodos » a zo ivez anv kêr vrasañ ha kêr-benn an enez, enni etre 50 000 ha 60 000 a dud o chom.
- Ramz Rodos a oa un delwenn ramzel e toull-porzh kêr Rodez a oa unan eus seizh Marzh ar Bed.
- Apollonios Rodos a oa ur barzh eus an III-de kantved a-raok JK.
[kemmañ] Istor
Adalek oadvezh ar maen e oa tud en enez.
E 322 kent Jezuz-Krist e voe ebarzhet Rodez en impalaeriezh Aleksandr Veur. War-lerc'h e varv e chomas darempredoù stank etre Rodez ha rouantelezh ar Btolemeed a oa o ren en Egipt.
E 164 kent Jezuz-Krist e voe sinet un emglev gant kêr Roma.
Er I-añ kantved e teuas an abostol Paol da brezeg an aviel di.
Etre 1307 ha 1522 e oa diaezet Urzh Malta en enez. Gant soudarded an urzh e voe aloubet an enez etre 1307 ha 1310. Pezhioù mogerioù a voe savet en-dro d'ar gêr, a weler hiriv c'hoazh.
E goueled-kêr emañ ar c'h-collachion, ma edo palez mestr-meur an Urzh, hag an tier-herberc'h, ma veze annezet soudarded an urzh a deue eus Kornogeuropa da stourm a-enep Muzulmaned Palestina.
Seziz a voe laket war gêr Rodez e 1480, hogen ne voe ket aloubet gant Turked Soleiman a-raok 1522, war-lerc'h ur seziz a bemp miz.
E 1912 eo Italia a lakaas he c'hrabanoù war an enez a oa e dalc'h an Durked. Abaoe 1948 emañ e Bro-C'hres.