Emgann Norvegia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Emgann Norvegia, heuliad emgannoù ag an Eil brezel bed bet kroget e miz Ebrel 1940. Ur vro neptu e oa Norvegia. Evit troc'hañ hent an houarn ezporzhiet gant Sveden war-au Alamagn e voe lakaet minennoù-mor gant Breizh-Veur ouzh aodoù Norvegia. Taget e voe Norvegia gant Alamagn. Lu Norvegia a gendalc'has ar stourm e-pad tri miz, daoust da lodenn vrasañ ar vro bout mestroniet gant an Alamaned. Breizh-Veur ha Bro-C'hall a zegasas soudarded ha bigi-brezel e Narvik. Trec'het e voent.