Kaozeal:Eil brezel-bed
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Biskoazh kement-all!! Perak lakaat ur barennig stagañ da brezel-bed??? Morse n'em eus gwelet seurt tra, ha ne vez ket graet kement-mañ na gant TES, na gant Diwan da skouer. Kinnig a ran e vije adkaset ar pennad d'ar reizhskrivañ boutinañ (gant un adkas ur brezel-bed ma zo lod a skriv evel-se)... Benoni 8 Du 2006 da 10:27 (UTC)
- Ne ran ket kalz a forzh gant ar barrennoù-stagañ a vije ret lakaat un tamm e pep lec'h bremañ, hervez tud zo, met ret eo bevañ ganto. Klasket em eus er geriadurioù neuze hag em eus kavet:
- brezel-bed gant RH, meneg ebet gant an Here
- klotañ a ra gant brezel-bro a lennan e pajenn 184 an Here.
- A-benn ar fin, n'eo ket souezhus, peogwir e skriver anvioù-tud, anvioù-badez, anvioù-lec'h, deskadurezh-stad (-Stad, hervez lod).
- Neuze eo sklaer din: ret eo lakaat Eil brezel-bed. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2007 da 23:27 (UTC)