Edouarzh IV (Bro-Saoz)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Edouarzh IV (28 a viz Ebrel 1442 –9 a viz Ebrel 1483), a oa Bro-Saoz eus 1461 da 1483. Mab henañ Richarzh Plantagenet, kont Rutland, kont March, kont Ulster ha kont Cambridge, dug York († 1460) ha Aziliz Neville († 1495).
Edouarzh a oa ganet e Rouen ha dont a reas da vezañ roue d’ar 4 a viz Meurzh 1461, da driwec’h vloaz. Pa varvas e dad e 1460 e oa legadet dezhañ holl e ditloù (war-bouez hini kont Rutland). Ur soudard eus ar c’hentañ e oa , hag ur merour mat, met un nebeud sioù en doa ivez, da skouer e plije dezhañ kalz ar merc’hed. E eured gant Elsbet Woodville (1437 – 1492), eus tiegezh Lancastre, a vez sellet outañ evel un dra fall put evit ar rouantelezh hag a laka dizemglev padus etre ar roue hag e vignon, Richarzh Neville, kont Warwick, en doa sikouret anezhañ da bignat war an tron koulskoude. Sinañ a reas e 1475 skrid-emglev Picquigny gant roue Bro-C’hall Loeiz XI a lakas un termen ofisiel d’ar brezel kant vloaz.
Marv dic’hortoz ar roue goude bloavezhioù peoc’h e Bro-Saoz a lakas Brezel an div roz da loc’hañ adarre. E vab, Edouarzh V a oa torret diwar e garg gant e eontr Richard III, Breur Edouarzh IV, war-zigarez en doa [[divwregiezh]|div wreg]].