Desiderata
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Desiderata, pe Desiderata Lombardia, pe Gerperga evel en alamaneg, per Ermengarda hervez an italianeg, a oa merc'h da z-Dider Lombardia, roue Lombardia ha d'e wreg Ansa.
Kaoz zo da c'houzout pe c'hoar e oa da Gerberga Lombardia pe ne oa ket. Marteze ez eus bet kemmesk etre hec'h anv ha hini Gerberga Lombardia.
Taolenn |
[kemmañ] He dimeziñ
Dimezet e oa d'an Impalaer Santel Karl Veur, ha kaset e voe kuit gantañ war-dro 771. Diwar-se e voe brezel etre rouantelezh ar Franked, hini he fried, ha rouantelezh al Lombarded, hini he zad, betek trec'h Karl, a gemeras kurunenn Lombardia.
N'ouzer ket petra e teuas Desiderata-Gerperga da vezañ. Addimeziñ a eure Karl da Hildegard.
[kemmañ] Lignez
┌─ X ┌─ Dider Lombardia (756-† war-lerc'h 774), dug Toskana , roue al Lombarded (-774). │ └─ X │ Desiderata │ │ ┌─ X └─ Ansa (?-?). └─ X
Desiderata dimezet en 770 da g-Karl Veur
[kemmañ] El lennegezh
- Evel Ermengarda eo unan eus tudennoù Adelchi, reuzc'hoari skrivet gant Alessandro Manzoni hag embannet e 1822.
[kemmañ] Lennadurezh
- Paol an Diagon, Istor al Lombarded
- Pierre Riché, Les Carolingiens, une famille qui fit l'Europe, 1983
- Jean-Charles Volkmann, Bien Connaître les généalogies des rois de France ISBN 2-877472086
- Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire de l'Histoire ISBN 2-03519265