Dardanos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Dardanos (Δάρδανος}} / Dárdanos e gregach) eo anv haroz Dardania, mab da Zeus ha da Elektra. Breur eo da Iasion.
[kemmañ] Mojenn
Hervez Denys d'Halicarnasse e vije bet dimezet Dardanos da C'hrise, ha meur a vab o dije bet.
Kement-se ne gaver ket gant an oberourien all, ha hervez danevell Pseudo-Apollodoros, e teuas Dardanos eus Samotraki, e tiazezas e Troada, ma timezas da v-Bateia, merc'h ar roue Teukros).
Neuze e savas kêr Dardania, hag eñ eo tad an « Dardaned ».
Tad eo da Ilos ha da Eric'hthonios. Ilos a voe roue war e lerc'h, met mervel a reas divugel, hag Eric'hthonios an hini a voe roue neuze, hag ur gourdouaren dezhañ eo a ziazezas kêr Troia ha lignez ar rouaned anezhi.
[kemmañ] Gwelout ivez
- Dardanus, c'hoarigan gant Jean-Philippe Rameau