Dan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Graet e vez gant an termen japanek dan (段) er sportoù emgannañ japanek hag en obererezhioù japanek hengounel all evel an ikebana, ar c'hoari go pe lid an te evit merkañ liveoù barregezh pe skiant-prenañ disheñvel.
Dont a ra reizhiad an danoù goude hini ar c'hyuioù. En darn vrasañ eus ar sportoù emgannañ japanek e vez merket mestroni un derez dan gant un den (yūdansha, 有段者) dre zougen ur gouriz du. Dre voas ez a war gresk al liveoù a c'haller tapout eus ar 1añ dan betek an 10vet dan. Dre vras e c'hall an danoù kentañ bezañ tapet dre en em ginnig da arnodennoù pe e-kerzh kenstrivadegoù. An danoù uhelañ avat a c'houlenn bloavezhioù a skiant-prenañ hag un emouestl bras en obererezh ma pleustrer, dre ar c'helenn pe an imbourc'h. N'hall an derezioù uhelañ bezañ deroet nemet gant unan gantañ ur renk uheloc'h a gomz en anv un ensavadur kreiz.
Reizhiad ar renkoù dre zanioù zo bet ijinet en XXvet kantved a-benn kemer lec'h an doare hengounel dre ziplomoù barregezh. Evel-henn e klot an dan kentañ gant ar mare ma veze echuet ar prantad divrazañ gant an deskarded er skolioù hengounel, ha ma veze sellet outo evel tud dellezek da gregiñ da resev ur gwir kelennadurezh. E berr gomzoù ez eo an dan kentañ, derez an deraouad. Heñveldra, miret e vez an dan uhelañ evit krouer ar sport emgannañ ha n'hall bezañ roet nemet gantañ e-unan. Gant se eo aet da get an derez-se e sportoù zo.
A-benn merkañ splannoc'h araokadennoù ar bleustrerien a-raok dezho tapout un dan eo bet krouet reizhiad an drezioù kyū.
E japaneg ez un anv da bep dan : 1añ Shodan, 2l nidan, 3e sandan, 4e yondan, 5vet godan, 6vet rokudan, 7vet shishidan (pe sitshidan), 8vet hashidan, 9vet kyudan et 10vet judan.
Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur. |