Brut y Tywysogion
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Brut y Tywysogion ( Danevell ar Briñsed ) zo ur skrid kembraek kozh ha diazez en istor Kembre. Kenderc'hel a ra Historia Regum Britanniae Jafrez Menoe.
Un droidigezh kembraek eo eus ur skrid latin kollet.
An doareoù pouezusañ anezhañ eo
- an hini zo e-barzh Peniarth MS. 20
- an hini berroc'hik a zo e Levr Ruz Hergest.
Un doare all zo, anvet Brenhinedd y Saeson (Rouaned ar Saozon) ennañ danvez mesket a gembre hag a Vro-Saoz.
Taolenn |
[kemmañ] Peniarth MS. 20
Doare Peniarth MS. 20 a grog e 681 gant marv Cadwaladr, hag a echu e 1332. An darvoudoù meneget er bloavezhioù kentañ zo skrivet berr-ha-berr, peurvuiaén marvioù tud, kuzhiadennoù loar, krenoù-douar, kleñvedoù bras evel ar vosenn. Muioc'h a draou zo war-lerc'h. Brasañ lec'h a vez roet eo da rouaned Gwynedd, Powys ha Deheubarth.
[kemmañ] Danvez
Meneg zo ivez eus darvoudoù en Iliz, evel lakaat gouel Pask en hevelep deiz er bed kristen keltiek hag e Roma, a voe graet gant "Elbodius" (Elfodd), eskob Bangor e 768.
Kaoz zo ivez eus darvoudoù e Saoz, Iwerzhon, Skos ha Gall a-wechoù. Anz zo eus ar c'hentañ eisteddfod, eisteddfod Aberteifi e 1176.
Ar bloazdanevelloù orin a soñjer e oant bet skrivet en abati Strata Florida, miret marteze en abati kozh Llanbadarn en XIvet kantved. Bloazdanevelloù eus abatioù all a voe implijet ivez.
Un droidigezh e kembraeg da vihanañ a zo bet graet e Strata Florida.
[kemmañ] Levrioù
- John Edward Lloyd, The Welsh Chronicles (London: H. Milford, 1929)
- Ian R. Jack, Medieval Wales (Ithaca: Cornell University Press, 1972)
- Thomas Jones, ed. Brut y Tywysogion: Red Book of Hergest Version (Cardiff: University of Wales Press, 1973)
- Thomas Jones, ed. Brut y Tywysogion: Peniarth MS. 20 version (Cardiff: University of Wales Press, 1952)