See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
August Heinrich Hoffmann von Fallersleben - Wikipedia

August Heinrich Hoffmann von Fallersleben

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Hoffmann von Fallersleben, livet gant Schumacher, 1819
Hoffmann von Fallersleben, livet gant Schumacher, 1819

August Heinrich Hoffmann, anavezet evel Hoffmann von Fallersleben, zo ur c'helenner ha skrivagner alaman , ganet d'an 2 a viz Ebrel 1798 e Fallersleben (a zo ur c'harter eus Wolfsburg, e Saks-Izel hiziv), tost da gêr Brunswick, ha marvet d'an 19 a viz Genver 1874 e Corvey (hiziv e Rhénanie-du-Nord-Westphalie).

E 1841, e skrivas kan broadel Alamagn, Das Lied der Deutschen. Hoffmann von Fallersleben a oa e anv-pluenn, lakaet en doa anv lec'h e barrez c'henidik war-lerc'h e anv-tiegezh abalamour ma'z eo gwall stank an anv « Hoffmann » en Alamagn.

Taolenn

[kemmañ] Buhez

Mab e oa da maer Fallersleben, Heinrich Wilhelm Hoffmann, ostiz, ha da Dorothea Balthasar. Bet e oa er skol e Fallersleben, studiet eskol uhel Helmstedt eus 1812 betek 1814, ha neuze en hini Brunswick. E varzhonegoù kentañ a skrivas e miz Mae 1815, pa oa 17 vloaz.

E miz Ebrel 1816, hag eñ en e 18 vloaz, e krogas Hoffmann gant studioù doueoniezh e Göttingen. Eno e reas anaoudegezh gant ar vreudeur Grimm. Levezonet gante, ne gendalc'has ket gant e hent, met stagañ a reas gant al lizheregouriezh alamanek.

En 1818, ez eas da-heul e gelenner Skol-veur, Friedrich Gottlieb Welcker, da Skol-veur Bonn, ma heulias kentelioù Jacob Grimm hag Ernst Moritz Arndt.

En miz Mae 1821, e embannas e gentañ dastumad barzhonegoù, Lieder und Romanzen ( Kanaouennoù ha tenerganoù ). E miz Kerzu e kuitaas Bonn da vont da Verlin , da vezañ levraoueger . Eno e reas anaoudegezh gant Freiherr Gregor von Meusebach (an aotrou Gregor eus Meusebach), a oa brudet e levraoueg e Prus. Enni eo e tegouezhas gant tud evel Friedrich Carl von Savigny, Georg Wilhelm Friedrich Hegel, Adelbert von Chamisso ha Ludwig Uhland.

En 1823, e voe anvet e penn levraoueg Skol-veur Wrocław.

En 1830, echu gantañ e studi, ha tapet gantañ e ziplom kelenner, e c'hellas kelenn digador a-raok bout anvet, en 1835, da gelenner kadoriet. Neuze e krogas da gelenn al lizheregouriezh alamanek. En 1840 ha 1841, e lakeas embann Die unpolitischen Lieder (Kanaouennoù dibolitikel), a reas berzh ken-ha-ken, gant 12 000 skouerenn moulet, un taol kaer en amzer-se.

E-kerzh un droiad da Heligoland, d'ar 26 a viz Eost 1841, e skrivas ar c'han a zeuy da vout kan broadel Alamagn, Das Lied der Deutschen, a vo kanet war ul leurenn er bloavezh-se end-eeun, en Hamburg.

[kemmañ] Harlu

Abalamour d'e vennozhioù broadel ha frankizel embanneet en e ganaouennoù " dibolitikel" , e voe lamet digantañ e garg a gelenner gant gouarnamant Prus en 1842. Kollet gantañ micher ha gopr. Bloaz war-lerc'h e voe tennet e geodedelezh digantañ ha skarzhet eus Prus. Ret dezhañ mont d'an harlu, setu eén krog da gantreal dre Alamagn, o kavout bod e tii kamaraded politikel a sikoure anezhaén da guzhat diouzh ar bolis, bepred war evezh.

En XXvet kantved evo lakaet plakennoù-kounañ war darn eus an tier ma kavas repu , evel en hini Alt-Wolfsburg, e Wolfsburg, ma lenner ouzh hini moger ar presbital:

Hoffmann von Fallersleben fand in diesem Pfarrhause vor dem Revolutionsjahr 1848 und danach Schutz auf der Flucht vor den staatlichen Verfolgern bei seinem Freund und politischen Weggefährten David Lochte , Pastor von St. Marien 1826-1862 Hoffmann von Fallersleben, o tec'hel rak heskinerezh politikel ar Stad fuyant la persécution politique de l'État, a gavas bod er presbital-mañ a-raok ha goude dispac'h 1848, e ti e vignon ha kamarad politikel David Lochte, pastor St. Marien, 1826-1862

E-kerzh e vloavezhioù a vuhez kuzh e reas un hir a chomadenn en un domani bras-ec'hon e Mecklemburg, ma voe diskleriet evel paotr-saout. E-doug ar prantad-se eo e savas kanaouennoù evit ar vugale. En 1848, war-lerc'h an Dispac'h, e voe amnistiet, hag un tamm arc'hant a voe roet dezhañ, hogen ne adkavas ket e vicher kelenner .

Hoffmann von Fallersleben
Hoffmann von Fallersleben

[kemmañ] Eured ha bugale

Digabluzet e voe Hoffmann en 1849, ha distreién a eure da Rheinland-Pfalz. Er bloaz-se end-eeun, hag eñ 51 vloaz, e timezas d'e nizez Ida vom Berge, 18 vloaz, merc'h d'ur pastor eus Hanover. Ur mab o doe, ganet e 1855 e Weimar, anvet Franz Friedrich en enor d'e zaou baeron Franz Liszt haFriedrich Preller.


Anaoudegezh a reas Hoffmann von Fallersleben gant ar sonaozour Franz Liszt en 1854 e Weimar, e-lec'h marae war-dro embann ur gelaouenn lennegel evit an Dug Meur Charles Alexandre. En 1855 ez eas an tiegezh da chom da g- Corvey. En 1860 e kavas labour evel levraoueger e kastell an dug Viktor Iañ e Ratibor. Er bloaz-se en-eeun e varvas e wreg Ida .


[kemmañ] Monumantoù

Ti Hoffmann von Fallersleben e Göttingen.
Ti Hoffmann von Fallersleben e Göttingen.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -