Aerospasiel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gant an aerospasiel ez eus kont deus teknikoù ar sevel hag ar bleiniñ kirri-nij e-barzh an aergelc’h (pe an astronaoteg) ha deus an astraerezh (dre nij ban egor).
[kemmañ] An istor berr-ha-berr
[kemmañ] Aeronaoteg
Gant ar sevenadurezh chinezek an hini eo bet kaset lakat ur mekanik ponnerroc’h evit an aer da nijal, ar serpanted-nij hag ar fuzeennoù bet savet gante just a-walc’h a ray evit ur patrom a-hed pad daou vil bloaz c'hoazh.
Gant ar vreudeur Joseph hag Etienne de Montgolfier e vo oadvezh an aerstatoù e 1783 gant ar pezh o deus ijinet (a zo montgolfier evel o anv), sed ‘ta gant an dra-se e c’hell an den mont war-nij a-benn ar fin.
En e varr e vo an aeronaoteg pa c’hello an nen mont war-nij gant ur mekanik ponneroc’h evit an aer (er c’hontrol-fed deus ar montgolfier, eñ skañvoc’h evit an aer).
Ba Bro-C’hall eo la vo digoret ar skolioù levierezh kentañ, adalek 1909 gant an hini bet savet gant ar vreudeur Wright ha Louis Blériot. A-hed pad an 30 vloaz goude e vo diorroadur dreist ordinal an aeronaoteg sivil hag arme, war-hed mui-oc’h-mui a gilometroù e’h ay ar mekanikoù ha gant mui-oc’h-mui a dud e-barzh enne.
Goude an eil-brezel bed e vo disheñvel an traoù, kefluskerioù reaksion, hag a-benn defial an natur : mont dreist moger ar son ; gwraet e vo gant Chuck Yeager d’ar 14 a viz Here 1947 gant ar c’harr-nij-fuze X1. Ret e vo gortoz da beket 1969 a-benn mont gant ar C’honcorde, a vo moaian d’an holl dud mont dreist ar son gantañ.