Telamon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Telamon (Τελαμών / Telamốn e gregach), a oa mab da Aiakos hag Endeis, ha breur da b-Peleüs.
Roue enez Salamis e oa, ha tad da Ajaks ha Teukros.
[kemmañ] Ar vojenn
Harluet e oa bet Telamon hag e vreur Peleüs gant o zad Aiakos peogwir o doa lazhet o hanter-vreur Fokos.
Bod a gavas e Salamina, hag eno e timezas gant Glaoke, merc'h ar roue Kic'hreüs, ha roue e voe war-lerc'h e dad-kaer.
Goude marv e wreg kentañ Glaoke, e timezas gant Periboea , hag ur mab o doe, Ajaks e anv. Hetiñ dezhañ ur mab klodus a eure Herakles: un erer a-berzh Zeus a ziskouezas e teuje an het da wir.
Mont a reas Telamon gant Jason hag e Argonaoted da gerc'hat ar maoutken aour, ha perzh a gemeras en hemolc'hadenn hoc'h-gouez Kalidon.
Skoazell a roas da Herakles pa gasas an dorzh d'ar gêr da Laomedon, roue Troja. Evit trugarekaat Telamon e voe roet dezhañ gant Herakles Hesione, merc'h Laomedon end-eeun. Ur mab a voe ganet, Teukros e voe lakaet.
Meura vojenn zo diwar-benn marv Telamon. Marvet eo, a lavar lod, e Salamina, goude bezañ harluet Teukros ha n'en doa ket kavet an tu da virout ouzh marv e vreur Ajaks.