Tamil Nadu
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tamil Nadu (tamil: தமிழ் நாடு - tamiḻ nāṭu - [ˈtʌmiʐˌnaːɖɯ], „Bro Damil“) zo ur stad eus kreisteiz India, dezhi 130 266 km² a c’horread ha 64 445 183 a annezidi (d’ar 1añ a viz Genver 2006). Chennai eo ar gêr-benn (anvet Madras gwechall).
Savet e voe stad Tamil Nadu e 1956, o’n em ziazezañ war harzoù ar yezh tamil, unan eus yezhoù bras India, dezhi ul lennegezh daou vil bloaz. Graet e voe "Stad Madras" anezhi da gentañ. E miz Genver 1969 e voe roet dezhi an anv zo ganti bremañ, Tamil Nadu, a dalvez kement ha "bro an Damiled", "bro Damil" hag a ziskouez mat dibarder he fobl.
Tamiled zo ivez en enezenn er gevred, stad Sri Lanka.
Stadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Assam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jammu ha Kachmir • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orissa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Tripura • Uttaranchal • Uttar Pradesh • Bengal ar C'hornôg |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nicobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli • Delhi • Daman ha Diu • Lakshadweep • Pondicherry |