Stuttgart
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Stuttgart (distaget [ˈʃtutgaːrt] en alamaneg) eo kêr-benn Baden-Württemberg, hag unan eus kêrioù bras Alamagn. Enni ez eus war-dro 600.000 a dud o chom (Mae 2005), war-hed 207 km².
Treuzet eo kêr gant ar stêr Neckar, ha tro-dro dezhi ez eus torgennoù goloet gant koadoù ha gwiniegi.
Dont a ra anv ar gêr, Stuttgart, eus ar gerioù alamanek Stutengarten (a dalvez "liorzh ar c'hezeg"), abalamour, a lavarer, ma vije bet eno marchosi an dug Liudolf von Schwaben.
Diorren a reas greanterezh ar c'hirri-tan e Stuttgart, a-drugarez da dud evel Gottlieb Daimler, Carl Benz, Robert Bosch, Porsche...
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Lec'hienn ofisiel kêr Stuttgart
- Ofis an douristed (e meur a yezh)