Strizh-mor Jibraltar
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Strizh-mor Jibraltar, e su Spagn, e norzh Maroko, e reter ar Meurvor Atlantel, e kornôg ar Mor Kreizdouarel,a ra an disparti etre ar morioù-se. 14,4 km a ledanded a zo dezhañ ha un donded war-dro 300 m. En Henamzer e veze anvet « Pileroù Herkul]] » ha "Kalpe " ivez, met dont a ra e anv eus djebel Tarik (Menez Tarik) diwar anv ar jeneral berber Tariq ibn Ziyad pa treuzas-eñ ar strizh-mor e miz Ebrel 711 evit kentañ tagadenn ar Vuzulmaned a-enep Spagn ar Wizigoted.
[kemmañ] Geopolitikerezh
Ul lec'h geostrategel pennañ eo strizh-mor Jibraltar war an hent-merdeiñ etre ar Meurvor atlantel hag ar Mor Kreisdouarel. Ul lec'h evit an treizhidell etre Afrika hag Europa eo, etre Maroko ha Spagn, ar re-se daou riez staliet war e riblennoù hag ez eus ur monedone diehan etrezo. War ar riblenn Norzh, war ul ledenez bihan ha roc'hellek, emañ ur stad emren bihan staget ouzh Breizh-Veur evel un tiriad tramor. Tabutoù bras zo bet diwarnañ etre Breizh-Veur ha Spagn pa 'z eus un diazezlec'h evit morlu Breizh-Veur o evezhiañ ar monedone etrekevandirel koulz hag treizhidell al listri eus Europa da Azia ha d'ar Reter-Nesañ.
"Kreñvlec'h Jibraltar", evel "Kreñvlec'h Malta", en deus bet ur roll eus ar re bouezusañ evit herzel Alamagn naziat ouzh kontrolliñ ar Mor Kreizdouarel e-pad an Eil brezel bed