Skouarn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar 'skouarn eo ar rann eus ar c'horf a vez klevet ar sonioù ganti. Lec'h ar c'hleved eo.
[kemmañ] Skouarn ar bronneged
An holl vronneged , hag an dud en o zouez, o deus div skouarn, unan a bep tu d'ar penn: komz a reer neuze eus un divskouarn.
Hervez ur vojenn lec'hel koulskoude, e vije an divskouarn er memes tu d'ar penn gant tud Moelan.
- Skouarn ziavaez
- Skouarn etre
- Skouarn ziabarzh
- Pleg ar skouarn
- Kan ar c'hleved
- Taboulin
- Stleug
- askorn ferennheñvel
- Morzhol
- Annev
- Prenestr hirgelc'hiek
- Prenestr ront
- Trompilh-skouarn
- Scala tympani
- Scala vestibuli
- Cochleus
- Neudenn nervennoù
- Kanolioù dam gelc'hiek
[kemmañ] Ar skouarn ziavaez
Ar skouarn ziavaez eo poent-loc'hañ ar c'hleved. Pleg ar skouarn a reer eus al lodenn a servij da zastum gwagennoù ar sonioù.
Tud zo a c'hall fiñval o divskouarn, evel loened zo. Nemet n'hallont ket treiñ pleg o skouarn evel a garont war-du an trouz , evel ma c'hallont treiñ o daoulagad.