Sadorn (doue)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Sadorn eo anv brezhonek an doue roman kozh Saturnus, a oa Kronos gant tud Hellaz kozh. Debriñ a reas e vugale gant aon o dije lamet e c'halloud digantañ. Mab e oa da Uranus, an Oabl, ha da Tellus, an Douar. Distroadañ a reas e dad ha goulenn a reas digant e vreur henañ Titan ren en e lec'h. Hag e vreur da santiñ, gant ma lazhje e holl vugale, evit ma renfe bugale Titan war e lerc'h. Dimeziñ a eure da Ops (doare roman Rea), pe da g-Kibele, bugale en doe diganti, hag o debriñ a eure evel a oa dleet, hervez an emglev gant e vreur. Dre ma ouie e vije diskaret un deiz gant ur mab dezhaén e c'houlenne groñs digant e wreg kaout ar vugale nevez c'hanet. Dont a reas ar vamm a-benn da saveteiñ Yaou. Pa voe deuet bras e reas brezel d'e dad, hag e voe trec'h warnañ, hag e kasas anezhañ er-maez eus an oabl. Rouzet ar bloneg da vibien Titan evel-se.
[kemmañ] Saturnalia
[kemmañ] Lennadurezh
- Marcel Leglay, Saturne africain. Histoire, éditions de Boccard, 1966
- Nacéra Benseddik, Nouvelles contributions à l'Atlas archéologique de l'Algérie, L'Africa Romana, Sassari 1989 [1990], p.737-751.
- Nacéra Benseddik, "A propos de quelques stèles à Saturne du musée de Sétif", Actes du Colloque de Sétif, 7e suppl. au BAA, Alger 1993, p. 33-44.
- Nacéra Benseddik, « Deo patrio Saturno genitori augusto sacrum : iconographie du couple en Afrique », L’Africa romana, Sassari 2006, p. 1785-1788.
- Nacéra Benseddik et Catherine Lochin, Saturne et ses fidèles : à propos de stèles de Cuicul, Mopth. et Sitifis, Colloque international sur L’Algérie antique: permanences, relations, représentations, Identités et culture dans l'Algérie antique, Rouen avril 2003 [2005], p. 261-292.
- Nacéra Benseddik, "Le piémont nord de l’Aurès et les cultes chthoniens", Aouras 3, Paris 2006, p.343-364.