Rheged
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Rheged a oa ur rouantelezh vrezhon eus hanternoz enez Vreizh, er vro a vez graet yr Hen Ogledd (an hanternoz kozh) anezhi gant Kembreiz. Nebeut traoù a anavezer diwar e benn hag e lec'hiadur reizh a zo disklaer. Krediñ a reer en em astenne war ar pezh a zo bremañ Cumbria hag, marteze, un darn eus mervent bro-Skos. Tri roue anezhi a zo brudet:
- Coel Hen, a zeuy da vezañ Old King Cole e rimadelloù ar Saozon, hag a vefe savet anv kêr Colchester diwar e anv,
- ar roue Urien a voe kanet e gurioù gant Taliesin
- ar roue Llywarch Hen, a zo kontet da vezañ barzh.
[kemmañ] Roueed Rheged
- Gwrast "Lledlwm" ap Cenau (c.470 - c.500)
- Meirchion "Gul" ap Gwrast (c.500 - 535)
Rannet e voe neuze ar rouantelezh etre daou vab.
[kemmañ] Roueed Rheged ar c'hreisteiz
- Elidyr "Llydanwyn" ap Meirchion (535 - war-dro 555)
- e vab, Llywarch Hen ap Elidyr (roue eus 555 betek 590, marvet war-dro 634).
Pa voe aloubet Rheged ar c'hreisteiz gant an Angled ha Saozon ez eas ar roue Llywarch Hen da Gembre, da rouantelezh Powys ma vevas en harlu betek e varv e 634. Brudet eo dreist-holl evel barzh.
[kemmañ] Roueed Rheged an hanternoz
- Urien Rheged (535 - 590), kenderv da Llywarch ,
- Owain mab Urien (590 - c.593)
- Kentigern "Garthwys" mab Owain (c.593 - 614)
- Rhun map Kentigern (614 - c.625)
- Rhoedd map Rhun (c.625 - c.640)
Rheged an hanternoz a vije bet unanet gant Northumbria dre zimeziñ ar briñsez Rhiainfelt ferch Rhoedd a Rheged hag ar priñs Oswy (a voe roue goude ) eus Northumbria war-dro 638. War-lerc'h marv ar roue Rhoedd eus Rheged n'eus ket bet a bennhêr marteze, ma voe kemeret ar vro gant Saozon Northumbria hep nemeur a vec'h.