Barzh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Barzh eo an den a skriv barzhoniezh pe barzhonegoù.
[kemmañ] Ar ger barzh
Gant ar ger-se e vez graet e brezhoneg evel er yezhoù keltiek all. E yezhoù all e vez graet gant ur ger o tont eus ar gregach: poet e saozneg, poête e galleg, poeta e spagnoleg.
[kemmañ] Ar ger "barde"
E galleg evel e saozneg e implijer ar ger "barde", deuet eus ar ger latin kar d'ar ger galianek bardos, evit envel barzhed kelt a-hervez.
Diwar-gement-se e weler daou dra:
- un dalvoudegezh romantel ha krennamzerel gant ar ger saoznek, evel ma oa gant ar ger gallek en XIX-vet kantved,
- un dalvoudegezh folklorel ha disprizus gant ar ger gallek en amzer vremañ.
An emdroadur-se a vez kavet heverk eus sell ar bed gall war an disheñvelded sevenadurel gant lod.
[kemmañ] Ur sav-poent all
Kaved e vez barzhed un tamm e peb lec'h e-barzh ar bed kelt : bardos ewid ar galianed, bard en irlandeg, bardd en Kembraeg, ha barth en Kerne-Veur. E-barzh sivilisacion keltieg an Antikite, e oa ar barzh ur poët hag ur c'haner, important kenañ e-barzh ar gevredigezh peogwir e lakae eñv an dradicïon dre goms da beurbadoud. Belegion a oa ar varzhed, e-gis an drouized.
Bez zo tud hag a laka ar ger brezhoneg barzh da sinifïañ poët. Red eo lârad memes-tra lar dibaoe ar 15ved kantved abeupre eo deued ar boëteri da vud personel, hag ar vrassañ poëted a so bed kentoc'h taoled er-mezh deus ar gevredigezh.