Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Oded a zo ur stêr a ziskenn eus ar Menezioù Du e Gwalarn Roudoualleg (Bro-Gerne - Mor-Bihan) betek ar Mor Atlantel etre Benoded ha Kombrid. Dont a ra Benoded eus Ben + Oded : ur ger kozh eo Ben evit diwezh ur stêr, ar genoù anezhi.
Treuziñ a ra Kemper, kêr-benn Bro-Gerne ha pennlec'h Departamant Penn-ar-Bed.
Evel hini ar stêrioù e Breizh, e renad a zo froudel ken e tegas dourioù-beuz e-pad an diskar-amzer hag ar goañv dre n'eo ket posupl d'an dour-glav silañ don er c'harregadoù dizintrus a gaver e pep lec'h. Grevusoc'h eo ar gudenn gant ar c'hêriekaat pa zeu an douaroù da vezañ dizintrusoc'h-dizintrusañ hag ouzhpenn-se, er bloavezhioù 1960-70 eo bet diskaret ar c'hleuzioù a vire an dour da redek d'an dourredennoù diouzhtu.
E miz Kerzu 2000 eo bet beuzet darn eus kreiz-kêr Kemper pa ziruilhe an Oded 100 m³/sec.
A-raok skeiñ war du Kemper e treuz an Oded ur ganienn strizh ha roc'hellek anvet ar Stangalar (Stang Alar, marteze) ha priziet mat gant ar valeerien.
Ez-ofisiel e krog an Oded morel adalek ar palez-justis hag e tiskenn d'ar mor war 18 km, met al lanv a ya betek ar porzh-houarn, 2 km uheloc'h.
Ur porzh-kenwerzh a zo bet staliet e penn an aber : ouzh ur c'hae, 500 m a hirded, e vez ereet listri-karg bihan ha listri-sabl.
En e benn, e Kemper, aber an Oded, 20 km he hirded, goude ur ganol-vor strizh, a ya d'ober ul morlennig anvet Bae Kerogan, met strishoc'h-strishañ e teu da vezañ pa ziskenn, etre Ploveilh ha Pluguen, en ur ganienn goadek hag a zo ul lec'h touristel a c'heller gweladenniñ gant listri-treizh.
Kavet e vez anv ar stêr en anv gallek kumun Brieg (Briec-de-l'Odet) hag e-pad an Dispac'h gall, Montagne-sur-Odet a oa an anv roet da Gemper evit abegoù politikel.
[kemmañ] Riblenn dehou
- Ar Gib
- Gwazh Lanngelin
- Ar Froud
- Ar Stêr Deir
- Gwazh Keriner
- Gwazh ar Pont-Nevez
- Ar C'horroac'h
[kemmañ] Riblenn gleiz
- Gwazh Pont-Roudoù
- An Dour-Kerdreored
- Ar Jed
- Gwazh kanol Toullwenn
- Gwazh Sant-Kadou