Minotaoros
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er vitologiezh c'hresian e oa ar Minotaoros pe Minotaor (Μινόταυρος e henc'hresianeg) un euzhvil dezhañ korf un den ha penn un tarv, mab da Basifae ha d'un tarv profet gant Poseidon d'ar roue Minos.
Taolenn |
[kemmañ] Mojenn ar Minotaoros
[kemmañ] Orin an euzhvil
Goulennet en doa Minos digant Poseidon reiñ dezhañ ur sin e oa da vezañ roue e-lec'h e vreur. Hag an doue da gas un tarv gwenn burzhudus hag a oa deuet er-maez eus ar mor. Met ur wezh choazet da roue e kavas gwell Minos mirout an tarv e-lec'h aberzhiñ anezhañ, evel m'en doa prometet. Evit en em veñjiñ e silas Poseidon ur c'hoant direizh eus al loen e spered ar rouanez Pasifae, gwreg Minos. Klask a reas en em barañ gant an tarv. Dont a reas a-benn gant skoazell Daidalos. Hemañ a savas ur vuoc'h faos eviti gant ur stern koad goloet gant ur c'hroc'hen buoc'h. Lakaat a reas houmañ en ur prad ma veze Tarv Kreta o peuriñ hag hemañ a c'holoas ar rouanez Pasifae kuzhet dindani. Minos a lakaas bac'hañ an euzhvil a oa bet ganet goude se gant e wreg e deun er Milendall.
En enez Kreta e ouzer e veze azeulet an tarv. Marteze ez eo ar minotaor un distummadur eus an azeulerezh-se. Adkavout a reer dodenn an tarv en unan eus mojennoù an enezenn : hini skrapadenn Europa.
[kemmañ] Marv ar Minotaoros
Bep nav bloaz hervez Ploutarc'hos (ha bep bloaz hervez danevelloù all) e veze kaset dezhañ seizh paotr yaouank ha seizh plac'h yaouank evit digoll muntr Androgeus, mab Minos, gant Aigaios, roue Aten. Bac'het e vezent er Milendall ha debret gant an euzhvil.
Ur bloavezh e lestras Teseüs, mab Aigaios, gant an dud yaouank a oa da vezañ aberzet. Tennañ a reas e vad eus skoazell Ariadne, merc'h Minos. Houmañ he doa karantez ouzh an den yaouank kalonek a oa war-nes en em gannañ gan ar Minotaoros. Reiñ a reas ur bolotenn gloan dezhañ hag aliañ anezhañ da zibunañ anehi bep ma'z afe war-raok er Milendall. Evel-se e c'hallfe dont en-dro goude e drec'h.
Lazhañ a reas ar Minotaoros ha dont a-benn da dec'het diouzh ar Milendall a-drugarez d'e bolotenn.
[kemmañ] Ar Minotaoros en Arzoù
Alies e kaver Teseüs hag ar Minotaor en arz an Henamzer, war al listri pri-poazh peurgetket met ivez gant delwennoù. Da skouer strollad Teseüs o stourm gant ar Minotaor savet gant Miron.
Kavout a reer ar memes tem skeudennaouet gant arzourien a vremañ evel Rodin (Minotaure), Picasso (Teseüs o lazhañ ar Minotaor, pe Iché (Minotaor pe Teseüs o lazhañ ar Minotaor).
Awenet eo bet al lennegezh gant an danvez-se ivez. Klask ar Minotaor e foñs e villendal a zeu da vezañ un amprouadenn deskoni da glask distruj an euzhvil loenek zo kuzhet e pep hini ac'hanomp. En e zanevell "Chomaj Asterion" (en Aleph), Borges a ra ur boud didamall eus ar Minotaor evitañ da vezañ euzhus un tamm. Lezel a ra Teseüs, lakaet da aktour a eil rank ha deskrivet en ungomz ar Minotaor evel ur savetaer deuet d'e zieubiñ, da lazhañ anezhañ.
Skrivet en deus Friedrich Dürrenmatt un doare all eus mojenn ar Minotaoros ivez en e levr Minotaurus, embannet e 1985, zo ur barodienn. Eilpennet en deus emzalc'h an harozed oc'h ober ur muntrer eus Teseüs hag o teskrivañ ar Minotaoros evel ur boud kuñv, digenvez ha kizidik.
[kemmañ] levrlennadur
- Apollodoros, Bibliotheke (Levraoueg) lenn enlinenn (III, 15, 8 ; III, 3, 3-4), Epitome lenn enlinenn (I, 9).
- Hyginus, Fablennoù lenn enlinenn (XXXVIII).
- Virgilius, Aeneis lenn enlinenn (VI, 24).