Marmouz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ur seurt bronneg eus an isurzhad Simii eo ar marmouz (liester : marmouzed pe marmouzien), ar rumm loen nesañ d'an Den pe, hervez lod, rumm an Den e-unan. E-barzh dreistfamilh ar brimated ez int ar marmouzed aparchant d'an [[Hominidae]] asambles gant an Den. Koulskoude ne ya ket gant ar marmouzed perzhioù damheñvel pa vezont rannet e tri rumm :
- ar marmouzed-meur (da skouer, gorilhed, chimpanzeed, gibbonsioù, orang-outangoù hag e vez renket an Den e-unan e-barzh ar rumm gant an denoniourien)
- marmouzed ar Bed kozh
- marmouzed ar Bed nevez
[kemmañ] Gerdarzh ha sterioù astenn
Dont a rafe marmouz eus ar ger galleg marmot a dalveze evit ur "singe à longue queue" (marmouz e lost hir) er geriadur Furetière (XVIIvet kantved). Evel ar ger marmot e vez implijet marmouz dre hevelebiezh evit ar vugale. Pa vez kaoz eus Yann Varmouz e taveer d'ar bugel personiet. Implijet e vez evit kunujenniñ, dreist-holl evit lakaat da intent eo divalav pe ez-fizikel pe dre e stuzegezh an den kunujennet. En un doare dousoc'h e vez graet marmouz eus un den a c'hell drevezañ jestroù un den all hag e vez lavaret e varmouz ar jestr. P'eo ar marmouzed loened a seblant speredek e c'heller taveiñ da spered un den fin ha gwidreus. Marmouzañ an traoù, da lavaret eo fardañ diwar patromoù reoù all evit touellañ an dud, e c'heller ober ivez.
[kemmañ] Perzhioù boutin
Un nebeut perzhioù boutin a zo d'ar marmouzed : un empenn diorroet mat e-keñver ment o c'horf, un dremm divlev, treid ha daouarn hegrog a lak darn anezho gouest da bignat er gwez hag er brouskgwez. Darn anezho o deus lostoù hir ha blev war o c'horfoù a-bezh.
[kemmañ] Renkennadur
- URZH PRIMATES
- Isurzhad Strepsirrhini: rakmarmoused nann-tarsioù
- Isurzhad Haplorrhini: tarsioù, marmouzed ha marmouzed-meur
- Infraurzhad Tarsiiformes
- Familh Tarsiidae: tarsioù
- Isurzhad Simiiformes: heñvelmarmouzed
- Parvurzh Platyrrhini: marmouzed ar Bed nevez
- Familh Cebidae: marmosetoù, tamarinoù, kabusined ha marmoused gwiñvered (56 spesad)
- Familh Aotidae: marmouzed-noz, marmouzed kaouenned, douroucoulioù (8 spesad)
- Familh Pitheciidae: titioù, sakioù hag uakarioù (41 spesad)
- Familh Atelidae: marmouzed plaver, marmouzed gevnided ha marmouzed gloanek (24 spesad)
- Parvurzh Catarrhini
- Dreistfamilh Cercopithecoidea
- Familh Cercopithecidae: marmouzed ar Bed kozh (135 spesad)
- Dreistfamilh Hominoidea: marmouzed-meur
- Dreistfamilh Cercopithecoidea
- Parvurzh Platyrrhini: marmouzed ar Bed nevez
- Infraurzhad Tarsiiformes