Lykos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Lykos pe Likos (diwar ar gresianeg: Λύκος "bleiz") a zo anv meur a zen ha meur a stêr e mojennoù Hellaz.
[kemmañ] Tud
- Lykos (mab Ares), roue Libia hervez ar mojennoù, a aberzhe estrenien d'e dad. Tad e oa da Galliroe, serc'h Diomedes.
- Lykos (breur Nikteüs), a oa eontr da Antiope. Brazezet e oa bet e nizez gant an doue Zeus. Tec'het e oa ar plac'h eus ti he zad, Nikteüs, ha laosket ganti he bugale, Amfion ha Zetos, war ar menez Kiteron. Kavet e voent gant ur mesaer, ha degaset en-dro d'o zad-kozh. Likos a voe kaset gant e vreur Nikteüs da gerc'hat e verc'h Antiope . Ober a reas, hag e roas Antiope da sklavez d'e wreg Dione.
- Likos (diskennad da Likos), ur gourvab da Lykos (breur Nikteüs).
- Likos, mab da b-Poseidon ha Kelaeno, ha breur Eurypylus. Ren a reas an daou vreur en Inizi Gwenvidik .