Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Böhlen a oa ur petrolier eus Alamagn ar Reter a reas peñse d'ar 14 a viz Here 1976 en donvor da enez Sun. Diwar ar 36 den a oa en e bourzh n'eus nemet 11 den a zo savetaet. Ar 25 all a zo beuzet. 9 900 tonenn eoul-maen brut a endalc'he al lestr. An eoul-maen a grog da saotrañ aodoù Penn-ar-Bed tamm-ha-tamm. Divizet e voe eta gant ar prefeti sunañ ar pezh a chome er vag, ar pezh a voe graet etre miz C'hwevrer ha miz Eost 1977. Daou splujer a varvas avat e-pad al labourioù sunañ. Pa ouzhpenner d'ar c'hont trist se marv ur soudard yaouank beuzet pa oa o naetaat un draezhenn e tigouezer d'ur sammad a 28 marv liammet da peñse ar Böhlen! Un dra heverk all : un 50 den dilabour bennak a voe gopret evit sikour ar soudarded da naetaat an traezhennoù saotret.
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
|
Portal ar mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor. |