Lanv du an Torrey Canyon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Torrey Canyon a zo anv al lestr a voe kiriek eus kentañ lanv du meur an istor. Mont a reas d'ar strad d'an 18 a viz Meurzh 1967 etre Kernev-Veur hag inizi Sillan (Scilly Islands) hag eñ o enderc'hel 100.000 tonenn eoul-maen. Goude bezañ bet duet aodoù Kernev-Veur ha Devon e tizh al lanv du aodoù Breizh (e departamant Aodoù-an-Arvor da gentañ ha goude e departamant Penn-ar-Bed) d'an 11 a viz Ebrel 1967.
Ur gwir gwallhuñvre e voe al lanv-du-se evit ar Vretoned pa welent ne oa nemet un doare da naetaat an aodoù : palioù ha sailhoù. Ar penn-kentañ e voe evit kalz a dud eus un emskiant ekologel. Pa ne oa bet prientet netra gant ar Stad-C'hall, e voe aozet an naetaat gant an LPO e Aodoù-an-Arvor ha gant an SEPNB e Penn-ar-Bed.
Glenmor en deus gouestlet unan eus e ganaouennoù bravañ d'ar gwalldaol-se : Ils se meurent nos oiseaux.
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Gwallreuz an Torrey Canyon
- Report of the board of Investigation In the Matter of the Stranding of the s.s. TORREY CANYON on March 18, 1967
- Lanv du an Torrey Canyon war lec'hienn ar CEDRE
Lanvioù du e Breizh |
---|
Torrey Canyon | Olympic Bravery | Böhlen | Columbus Noumea | Amoco Cadiz | Sea Valiant | Gino | Tanio | Brea | Amazzone | Erika | Ievoli Sun |
Portal ar mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor. |