Kigdebrer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur c'higdebrer a zo ul loen bronnek eus urzhiad ar Carnivora. E anv brezhonek koulz hag e hini latin a ziskouez eo gouest da zebriñ kig dre m'en deus karvanoù kreñv ha dantet-lemm ha ken e c'hell e venvegad koazhañ gouzañv ar c'hig kriz.
M'eo ar c'hig e renad pennañ e c'hell ur c'higdebrer debriñ un nebeud a draou all (geot, vioù, legumaj).
E dent-lagad a zo hiroc'h ha tevoc'h evit mont da vezañ kreier hag e dent-malañ a c'heller drailhañ mat ar c'hig.
Daou isurzhiad a vez kavet e-touez ar c'higdebrerien :
Isurzhiad an heñvelgioù (?) (Caniformia)
- ar gieged (ki...)
- ar musteleged (ki-dour, furig...)
- ar prokioneged (razh...)
- an arzheged (arzh...)
- an otarieged (morleons...)
- an odobeneged (kole-mor)
- ar fosideged (reunig...)
Isurzhiad an heñvelgizhier (Feliformia) :
- ar gazheged, (kazh...)
- ar viverreged (kazh Indezs...)
- ar vleizbroc'heged (bleizbroc'h...)
- ar sarpantdebrerien (mangoust...)
Adkavet eo bet fosiloù loened kigdebrer aet da get : ar greodonted.