Jozeb Lec'hvien
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ganet eo Jozeb Lec'hvien e Plaeraneg (Goueloù) e 1919. E studioù a reas e Ti ar Frered e Landreger, hag e Lannuon er Skol Sant Jozeb. Da c'houde eo aet d'ar c'hloerdi bras e Sant-Brieg da studiañ an doueoniezh. Rener Skol Sant Pêr (deuet da vezañ Skolaj Diwan Bro Dreger)e Plijidi e 1945 betek 1970; bet eo bet e-pad pell Person Kergrist-Moeloù ha Tremargad, ha tredeog mell-droad war dachenn Germablouz, en anv "Unvaniezh ar sportoù" Kergrist-Moeloù. Labouret en deus gant kalz a veleien, en o mesk An Aotroù Pêr ar Gall, da dreiñ ha da embann ar Bibl (an Testamant kozh) diwar an hebreeg. Roet en deus lusk da "Embannadurioù an Tour-tan" http://embannaduriou-an-tour-tan.nireblog.com/ An Tour Tan gant Pêr ar Gall, ha troet en deus "Katekiz an Iliz katolik" en e bezh e 1992, kenlabouret kalz evit ar misal etreeskoptiel e brezhoneg, lakaet 'Goueler ar sent' (Eskopti Sant-Brieg & Landreger) e brezhoneg e 2007, ha kalz a labourioù all (Buhezioù sent, ...). Priz Lennegel Langleiz e 1988 en deus bet an Aotroù Jozeb Lec'hvien evit troidigezh ar Bibl. Hag e 1996 e Pont-'n-Abad, en deus degemeret Kolier bras an Erminig gant André LAVANANT, Pierre LE TREUT ha Rita MORGAN WILLIAMS. Urzh an Erminig, bet savet e 1381, zo e-touez koshañ urzhioù milourel hag enorus Europa. Bevañ a ra bremañ e Oaled Gwaz Mikael e Landreger (22220).